Jozue 19:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An trede sord a yeas da vibien Zabulon, hervez o ziegezhioù, hag harz o hêrezh a voe betek Sarid. |
Zabulon a vo o chom war vord ar morioù, bez' e vo en aod al listri hag e harzoù etrezek Sidon.
Hag ar sord a gouezhas war veuriad mibien Benjamin, hervez o ziegezhioù, hag an douar a roas ar sord dezho a zegouezhas etre mibien Juda ha mibien Jozef.
Grit un tres eus ar vro e seizh lodenn, hag e tegasot anezhañ din amañ. Hag e taolin ar sord evidoc'h, amañ, dirak an AOTROU hon Doue.
O harz a bigne d'ar c'huzh-heol da gavout Mareala, hag e stoke ouzh Dabbeshed, hag ouzh ar froud a zo a-dal da Jokneam;
Hêrezh mibien Simeon a voe kemeret diwar lodenn mibien Juda, rak lodenn mibien Juda a oa re vras evito, hag hêrezh mibien Simeon a voe e-kreiz o hêrezh.