Jozue 18:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An dud-se a savas hag a yeas. Jozue a c'hourc'hemennas d'ar re a yeas ober un tres eus ar vro, o lavarout: Kit, ergerzhit ar vro, grit un tres anezhi ha tistroit da'm c'havout, hag e taolin ar sord evidoc'h, amañ, dirak an AOTROU , e Silo. |
Taolet en deus ar sord evito, e zorn en deus lodennet an douar-se dezho gant ar gordenn, eno e vint o chom a oad da oad.
Setu al lodenn degouezhet dre ar sord da vibien Juda, hervez o ziegezhioù. War harz Edom, gouelec'h Zin war-zu ar su a oa penn pellañ ar c'hreisteiz.
Holl vodadenn mibien Israel en em zastumas e Silo, hag e lakajont eno teltenn an engalv. Ar vro a oa bet mestroniet ganto.
Jozue a daolas ar sord evito e Silo dirak an AOTROU , ha Jozue a lodennas eno ar vro da vibien Israel, pep e lodenn.
Grit un tres eus ar vro e seizh lodenn, hag e tegasot anezhañ din amañ. Hag e taolin ar sord evidoc'h, amañ, dirak an AOTROU hon Doue.
An dud-se a yeas, a ergerzhas ar vro, a reas un tres anezhi en ul levr e seizh lodenn hervez ar c'hêrioù, hag e tistrojont da gavout Jozue da gamp Silo.
Saül a lavaras d'an AOTROU Doue Israel: Ro da anavezout ar wirionez. Jonatan ha Saül a voe merket, hag ar bobl a dec'has.