Jozue 18:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag ar sord a gouezhas war veuriad mibien Benjamin, hervez o ziegezhioù, hag an douar a roas ar sord dezho a zegouezhas etre mibien Juda ha mibien Jozef. |
hag en lakaas da roue war Galaad, war an Ashuried, war Jizreel, war Efraim, war Benjamin, ha war holl Israel.
Ha setu evit nemorant ar meuriadoù. Eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn Venjamin.
Pa glevi lavarout diwar-benn unan eus ar c'hêrioù en devo roet dit an AOTROU da Zoue evit chom enno:
Jozue a daolas ar sord evito e Silo dirak an AOTROU , ha Jozue a lodennas eno ar vro da vibien Israel, pep e lodenn.
O harz hanternoz a yae adalek ar Jordan, hag e pigne war gostez hanternoz Jeriko, hag e pigne er menez war-zu ar c'huzh-heol, hag e tape gouelec'h Betaven,