Sichem mab Hamor an Hevian, priñs ar vro, he gwelas hag he c'hemeras. Hag e kouskas ganti hag he dizenoras.
Jozue 17:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Harz Manase a yae eus Aser betek Mikmetad a-dal da Sichem, hag ez ae an harz da Jamin da gavout annezidi En-Tappuak. |
Sichem mab Hamor an Hevian, priñs ar vro, he gwelas hag he c'hemeras. Hag e kouskas ganti hag he dizenoras.
Lavarout a reas: Kae eta, gwel penaos emañ da vreudeur ha penaos emañ al loened, ha degas din keloù anezho. Kas a reas anezhañ da draonienn Hebron, ha Jozef a zeuas da Sichem.
Jeroboam a savas Sichem war venez Efraim, hag e chomas enni; goude ez eas ac'hane hag e savas Penuel.
Roet e voe dezho kêrioù-repuiñ Sichem gant he fabourzioù e menez Efraim, Gezer gant he fabourzioù,
Met roet ec'h eus d'ar re a zouj ac'hanout ur banniel evit tec'hout eus ar gwareg. Ehan
rak merc'hed Manase o doe un hêrezh e-touez e vibien. Ha bro Galaad a voe evit mibien all Manase.
Bro Tappuak a oa da Vanase, met Tappuak a oa war harz Manase hag a oa da vibien Efraim.
Santelaat a rejont eta Kedesh e Galilea, e menez Neftali, Sichem e menez Efraim, ha Kirjad-Arba, a zo Hebron, e menez Juda.
roet e voe dezho ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Sichem gant he douaroù e menez Efraim, Gezer gant he douaroù,
Jozue a zastumas holl veuriadoù Israel e Sichem hag a c'halvas henaourien Israel, e bennoù, e varnerien, e ofiserien; hag ar re-mañ en em zalc'has dirak Doue.
Eskern Jozef, degaset gant mibien Israel eus an Ejipt, a voe beziet e Sichem, en ul logell douar en doa prenet Jakob digant mibien Hemor tad Sichem, ha mibien Jozef o doe anezhi en o hêrezh.
Abimelek mab Jerubbaal a yeas da Sichem da gavout breudeur e vamm, hag e komzas outo hag ouzh holl diegezh tad e vamm o lavarout: