Jozue 15:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag e pigne an harz dre draonienn mab Hinnom war-zu kreisteiz Jebuz, a zo Jeruzalem, hag e pigne an harz betek lein ar menez a zo a-dal da draonienn Hinom ouzh ar c'huzh-heol hag e dibenn traonienn ar Refaim ouzh an hanternoz, |
Saotrañ a reas Tofed e traonienn mab Hinnon, evit na lakaje den da dremen e vab pe e verc'h dre an tan evit Molok.
Hag e kerzhas David hag holl Israel war Jeruzalem, hag a oa Jebuz; eno e oa ar Jebuziz, annezidi ar vro.
Lakaat a reas ezañs da vogediñ e traonienn mab Hinnon, hag e lakaas e vibien da dremen dre an tan, hervez euzhusterioù ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.
e Zanoak, en Adullam hag en o c'hêriadennoù, e Lakis hag en he douaroù, en Azeka hag en he c'hêriadennoù. Hag e voent o chom adalek Beer-Sheba betek traonienn Hinnom.
Bez' e vo evel pa zastum ar meder an ed, da droc'hañ gant e vrec'h an tañvouez, hag e vo evel pa vez kemeret an tañvouez e traonienn ar Refaim.
Goude e tistroas Jeremiaz eus Tofed, e-lec'h m'en doa e gaset an AOTROU da brofediñ, hag en em zalc'has war leurenn ti an AOTROU, hag e lavaras d'an holl bobl:
ha kae da draonienn mab Hinnom, a zo ouzh toull dor ar Sav-heol, hag embann eno ar c'homzoù a lavarin dit.
setu perak e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma ne vo ken anvet al lec'h-mañ: Tofed, na: Traonienn mab Hinnom, met: Traonienn al lazhadeg.
Mibien Juda ne c'helljont ket kas kuit ar Jebuziz a oa o chom e Jeruzalem, hag ez eo chomet ar Jebuziz gant mibien Juda e Jeruzalem betek hiziv.
hag e tiskenne an harz betek dibenn ar menez a zo a-dal da draonienn mab Hinnom, a zo traonienn ar Refaim, ouzh an hanternoz, hag e tiskenne an harz dre draonienn Hinnon war gostez kreisteiz ar Jebuziz, hag e tiskenne da En-Rogel,
Zela, Elef, Jebuz, a zo Jeruzalem, Gibead, Kirjad. Ar c'hêrioù-se: pevarzek, gant o c'hêriadennoù. Hennezh e voe hêrezh mibien Benjamin, hervez o ziegezhioù.
Mibien Benjamin ne gasjont ket kuit ar Jebuziz a oa o chom e Jeruzalem. Evel-se ar Jebuziz a zo chomet gant mibien Benjamin e Jeruzalem betek hiziv.
Mibien Juda en doa stourmet ouzh Jeruzalem ha tapet anezhi, hag o vezañ skoet warni gant troc'h ar c'hleze, e lakajont an tan e kêr.
Met an den ne fellas ket dezhañ tremen an noz, sevel a reas hag ez eas, hag e teuas betek a-dal da Jebuz, hag a zo Jeruzalem, gant e zaou azen karget, hag e serc'h a oa gantañ.