Marteze an AOTROU da Zoue en deus klevet holl gomzoù Rabshake, kaset gant roue Asiria e vestr da zismegañsiñ an Doue bev, ha marteze an AOTROU da Zoue a gastizo ar c'homzoù en deus klevet. Gra sevel eta ur bedenn evit an nemorant a zo manet c'hoazh.
Jozue 14:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ro din eta ar menez en doa komzet an AOTROU diwar e benn en deiz-se, rak klevet ec'h eus en deiz-se edo an Anakim eno, gant kêrioù bras ha kreñv. Marteze e vo an AOTROU ganin hag e kasin anezho kuit, evel m'en deus lavaret an AOTROU . |
Marteze an AOTROU da Zoue en deus klevet holl gomzoù Rabshake, kaset gant roue Asiria e vestr da zismegañsiñ an Doue bev, ha marteze an AOTROU da Zoue a gastizo ar c'homzoù en deus klevet. Gra sevel eta ur bedenn evit an nemorant a zo manet c'hoazh.
Asa a grias d'an AOTROU e Zoue hag a lavaras: AOTROU! Evidout, ken aes eo sikour ar re a zo kalz hag ar re a zo dinerzh. Sikour ac'hanomp, AOTROU hon Doue! Rak warnout ez omp en em harpet, hag ez anv ez omp deuet a-enep an engroez-mañ. Te eo an AOTROU hon Doue, ra ne drec'ho ket an den warnout!
Gant da zorn ec'h eus kaset kuit pobloù evit o diazezañ, bruzunet ec'h eus pobloù evit reiñ lec'h dezho.
Ha n'eo ket te, o Doue, hag ac'h eus hon taolet kuit, te ha ned ae ken er-maez, o Doue, gant hon armeoù?
Koulskoude ar bobl a zo o chom er vro-se a zo kreñv, ar c'hêrioù a zo mogeriet ha bras-meurbet. Gwelet hon eus eno bugale Anak.
hag eno hon eus gwelet ar ramzed, mibien Anak, ar ramzed; bez' e oamp dirak hon daoulagad evel skrilhed, hag e oamp ivez d'o daoulagad.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Na'z pet ket aon dirazañ, rak lakaet em eus anezhañ etre da zaouarn, gant e holl bobl hag e vro. Hag e ri dezhañ evel ma ec'h eus graet da Sihon, roue an Amoreaned, a oa o chom en Hesbon.
Petra a lavarimp eta diwar-benn an traoù-se? Mar d-eo Doue evidomp, piv a vo a-enep deomp?
Da belec'h emaomp o pignat? Hor breudeur o deus lakaet hor c'halonoù da deuziñ o lavarout: Ur bobl vrasoc'h hag a vent uheloc'h egedomp eo; ar c'hêrioù a zo bras ha mogeriet betek an neñv; gwelet hon eus eno mibien Anak.
Selaou, Israel! Emaout o vont da dremen hiziv ar Jordan evit trec'hiñ pobloù brasoc'h ha kreñvoc'h egedout, kêrioù bras ha mogeriet betek an neñv,
Gouez eta hiziv penaos an AOTROU da Zoue a dremeno dirazout evel un tan loskus, eñ eo o distrujo hag o izelaio dirazout. O c'hasi kuit hag o lakai da vervel buan, evel m'en deus lavaret an AOTROU.
dre ar feiz o deus trec’het rouantelezhioù, o deus embreget ar reizhder, o deus resevet ar madoù prometet, o deus serret genoù al leoned,
Evel m'en doa lavaret Moizez, Hebron a voe roet da Galeb, hag e kasas kuit ac'hane tri mab Anak.
Jonatan a lavaras d'an den yaouank a zouge e armoù: Deus, tremenomp betek gwarded an diamdroc'hidi-se, marteze e labouro an AOTROU evidomp, rak netra ne harzo an AOTROU da zieubiñ gant kalz pe gant nebeut a dud.