Un hanter eus Galaad, Ashtarod hag Edrei, kêrioù rouantelezh Og e Basan, a voe da vibien Makir mab Manase, d'un hanter eus mibien Makir hervez o ziegezhioù.
Jozue 13:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hennezh e voe an hêrezh a lodennas Moizez e plaenennoù Moab, en tu all d'ar Jordan, a-dal da Jeriko, war-zu ar sav-heol. |
Un hanter eus Galaad, Ashtarod hag Edrei, kêrioù rouantelezh Og e Basan, a voe da vibien Makir mab Manase, d'un hanter eus mibien Makir hervez o ziegezhioù.
Moizez ne roas ket a hêrezh da veuriad Levi, an AOTROU Doue Israel a voe o hêrezh, evel m'en doa lavaret dezho.
Rak Moizez en doa roet o hêrezh da zaou veuriad ha d'un hanter-veuriad en tu all d'ar Jordan, met n'en devoa ket roet a hêrezh d'al Levited en o zouez.