hag ivez Mizpa, dre ma lavaras Laban: Ra eveshaio an AOTROU etrezon-me ha te pa vimp en em dennet an eil digant egile.
Jozue 13:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag adalek Hesbon betek Ramad-Mizpe ha Betonim, hag adalek Mahanaim betek harz Debir, |
hag ivez Mizpa, dre ma lavaras Laban: Ra eveshaio an AOTROU etrezon-me ha te pa vimp en em dennet an eil digant egile.
Pa voe erruet David e Mahanaim, Shobi mab Nakash eus Rabba eus mibien Ammon, Makir mab Amiel eus Lodebar, ha Barzilhai ar Galaadad eus Rogelim,
Met Abner mab Ner, penn arme Saül, a gemeras Ishboshed mab Saül, hag en lakaas da dremen da Vahanaim,
Roue Israel a lavaras d'e servijerien: Ha gouzout a rit ez eo deomp Ramod-Galaad? Hag en em zalc'homp sioul e-lec'h hec'h adkemer eus daouarn roue Siria!
O douaroù a voe Jaezer, hag holl gêrioù Galaad, hag hanter vro mibien Ammon betek Aroer a zo a-dal da Rabba,
hag en draonienn, Bet-Haram, Bet-Nimra, Sukkod, Zafon, nemorant rouantelezh Sihon roue Hesbon, ar Jordan a oa an harz betek penn Mor Kinnered en tu all d'ar Jordan, war-zu ar sav-heol.
Hag en tu all d'ar Jordan, dreist Jeriko war-zu ar sav-heol, e lakajont Bezer er gouelec'h, er blaenenn, eus meuriad Ruben, Ramod e Galaad, eus meuriad Gad, ha Golan e Basan, eus meuriad Manase.
diwar veuriad Gad, ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Ramod e Galaad gant he douaroù, Mahanaim gant he douaroù,
Mibien Ammon en em zastumas hag a gampas e Galaad, ha mibien Israel en em zastumas ivez hag a gampas e Mizpa.
Jefte a yeas eta gant henaourien Galaad, hag ar bobl a lakaas anezhañ warno da rener ha kabiten, ha Jefte a adlavaras dirak an AOTROU e Mizpa an holl gomzoù en doa lavaret.
Spered an AOTROU a voe war Jefte. Hemañ a dremenas Galaad ha Manase, a yeas betek Mizpe Galaad, hag eus Mizpe Galaad a yeas war-zu mibien Ammon.