Ar bloaz war-lerc'h, d'ar c'houlz ma'z a er-maez ar rouaned, David a gasas Joab, ha gantañ e servijerien hag holl Israel, da zistrujañ bro mibien Ammon ha da sezizañ Rabba. Met David a chomas e Jeruzalem.
Jozue 13:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O douaroù a voe Jaezer, hag holl gêrioù Galaad, hag hanter vro mibien Ammon betek Aroer a zo a-dal da Rabba, |
Ar bloaz war-lerc'h, d'ar c'houlz ma'z a er-maez ar rouaned, David a gasas Joab, ha gantañ e servijerien hag holl Israel, da zistrujañ bro mibien Ammon ha da sezizañ Rabba. Met David a chomas e Jeruzalem.
Treuziñ a rejont eta ar Jordan hag e kampjont en Aroer, a-zehou d'ar gêr a zo e-kreiz traonienn Gad ha war-zu Jaezer.
Diwar-benn an Hebronited, Jerija a oa o fenn. En daou-ugentvet bloaz eus ren David, e voe graet un enklask diwar-benn an Hebronited hervez o rummadoù ha tiez o zadoù, hag e voe kavet en o zouez tud kadarn e Jaezer e Galaad.
Rak parkeier Hesbon ha gwinieg Sibma a zizan; mistri ar broadoù o deus bruzunet ar gwellañ skodoù, en em astenne betek Jaezer, a gerzhe er gouelec'h, ar skourroù anezho a yae a-dreuz ar mor.
Kêrioù Aroer a zo dilezet, lakaet int d'al loened; diskuizhañ a reont enno ha den ne spont anezho.
Gwinienn Sibma, warnout e ouelin muioc'h eget war Jaezer, da vrankoù a yae dreist ar mor, hag e tapent mor Jaezer. An distrujer a zo kouezhet war da frouezh-hañv ha war da vendem.
evit ma teuzo ar c'halonoù ha ma kresko ar c'houzañverien e-kichen an holl zorojoù. Kemeret em eus ar c'hleze gourdrouzus. A! Graet eo evit luc'hediñ, lemmet eo evit lazhadegañ.
Enaouiñ a rin e mogerioù Rabba un tan a lonko he falezioù gant trouz ar youc'hoù da zeiz an emgann, e-kreiz an arnev, da zevezh ar barr-avel.
Moizez a gasas da spiañ Jaezer. Kemer a rejont kêrioù en-dro dezhi, hag e tiberc'hennjont an Amoreaned a oa eno.
hag e tostai ouzh mibien Ammon, met na stourm ket a-enep dezho ha na vrezel ket outo, rak ne roin netra eus bro mibien Ammon dit en hêrezh; roet em eus anezhi da vibien Lot da hêrezh.
Og, roue Basan, a oa e-unan manet e dilerc'h ar Refaim. E wele a oa ur gwele houarn, ha n'emañ ket e Rabbad e-touez mibien Ammon? E hirder a zo nav ilinad, e ledander pevar ilinad, a ilinad den.
ha Galaad, ha douaroù ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed, hag holl Venez Hermon, ha Basan en e bezh betek Salka,
Galaad a zo chomet en tu all d'ar Jordan. Ha Dan, perak ez eo manet war e listri? Aser a zo en em zalc'het war vord ar mor hag a zo chomet en e borzhioù.