La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Jozue 13:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

O douaroù a voe adalek Aroer a zo war ribl froud an Arnon, hag ar gêr a zo e-kreiz ar froud, hag ar blaenenn e-kichen Medeba,

Ver Capítulo



Jozue 13:16
18 Referencias Cruzadas  

Treuziñ a rejont eta ar Jordan hag e kampjont en Aroer, a-zehou d'ar gêr a zo e-kreiz traonienn Gad ha war-zu Jaezer.


Hag e c'hoprjont daou vil karr ha tregont, ha roue Maaka hag e bobl a zeuas hag a gampas dirak Medeba. Mibien Ammon en em zastumas eus o c'hêrioù hag a zeuas evit ober brezel.


Hesbon hag Eleale a hirvoudo, o mouezh a vo klevet betek Jahaz, brezelourien Moab a laosko kriadennoù, e ene a greno,


Hesbon a oa kêr Sihon, roue an Amoreaned, an hini en doa stourmet ouzh ar roue a-raok eus Moab hag en doa kemeret e holl vro eus e zorn betek an Arnon.


En amzer-se hon eus kemeret dalc'h eus ar vro-se. Roet em eus d'ar Rubeniz ha d'ar C'hadiz an douaroù adalek Aroer, a zo war froud Arnon, hag an hanter eus menez Galaad gant e gêrioù.


Sihon roue an Amoreaned, a oa o chom en Hesbon. Ren a rae adalek Aroer, a zo war ribl froud an Arnon, adalek kreiz ar froud hag an hanter eus Galaad, betek froud ar Jabok, harz mibien Ammon,


Moizez a roas ul lodenn da veuriad mibien Ruben hervez o ziegezhioù.


hag Hesbon hag hec'h holl gêrioù war ar blaenenn, Dibon, Bamod-Baal, Bet-Baal-Meon,


adalek Aroer a zo war ribl froud an Arnon, hag ar gêr a zo e-kreiz ar froud, ha plaenenn Medeba betek Dibon,


Rak Moizez en doa roet o hêrezh da zaou veuriad ha d'un hanter-veuriad en tu all d'ar Jordan, met n'en devoa ket roet a hêrezh d'al Levited en o zouez.


Ne vo ket a lodenn evit al Levited en ho touez, rak ar servij evel aberzhourien d'an AOTROU eo o hêrezh. Gad, Ruben hag hanter-veuriad Manase o deus resevet o hêrezh en tu all d'ar Jordan, er sav-heol, ar pezh en deus roet dezho Moizez servijer an AOTROU .


Setu tri c'hant vloaz abaoe m'emañ Israel o chom en Hesbon hag en he c'hêrioù, en Aroer hag en he c'hêrioù, hag en holl gêrioù a zo a-hed an Arnon, perak n'hoc'h eus ket o lamet digantañ e-keit-se?


d'ar re a oa en Aroer, d'ar re a oa e Sifmod, d'ar re a oa en Eshtemoa,