La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Jozue 13:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

ha Galaad, ha douaroù ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed, hag holl Venez Hermon, ha Basan en e bezh betek Salka,

Ver Capítulo



Jozue 13:11
13 Referencias Cruzadas  

Neuze ec'h azezjont da zebriñ bara. O sevel o daoulagad, e weljont ur strollad Ismaeliz o tont eus Galaad, o c'hañvaled bec'hiet gant louzoù-frondus, balzam ha mir, a yae d'o c'has d'an Ejipt.


Geshur hag Aram a gemeras dezho bourc'h Jair hag hini Kenad gant he c'hêriadennoù tro-dro, tri-ugent kêr. An holl re-se a voe mibien Makir tad Galaad.


Mibien Gad a oa o chom dirazo e bro Vasan, betek Salka.


Moizez a lavaras: Mar tremen mibien Gad ha mibien Ruben ganeoc'h ar Jordan, harnezet holl evit ar brezel dirak an AOTROU, ha ma vo ar vro sujet dirazoc'h, e roiot dezho bro C'halaad da zalc'h.


holl gêrioù ar blaenenn, holl C'halaad, holl Vasan betek Salka hag Edrei, kêrioù rouantelezh Og e Basan.


ar Gananeiz eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, an Amoreaned, an Hitited, ar Ferezianed, ar Jebuziz er menez, an Hevianed e traoñ an Hermon e bro Vizpa.


hag holl gêrioù Sihon roue an Amoreaned a rene en Hesbon betek harz mibien Ammon,


Setu amañ ar vro a chom: holl zouaroù ar Filistined, hag ar C'heshurianed;


O douaroù a voe Jaezer, hag holl gêrioù Galaad, hag hanter vro mibien Ammon betek Aroer a zo a-dal da Rabba,


Dek lodenn a zegouezhas da Vanase ouzhpenn broioù Galaad ha Basan en tu all d'ar Jordan,


Hebreed 'zo hag a dremenas ar Jordan evit mont da vro Gad ha Galaad. Koulskoude Saül a oa c'hoazh e Gilgal, hag an holl bobl a yae war e lerc'h a oa o krenañ.