Met Absalom a dec'has hag en em dennas da di Talmai mab Amihud, roue Geshur. Ha David a ouele bemdez war e vab.
Jozue 12:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ren a rae war Venez Hermon, war Salka ha war Vasan en e bezh betek harzoù ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed, hag an hanter eus Galaad ouzh harz Sihon roue Hesbon. |
Met Absalom a dec'has hag en em dennas da di Talmai mab Amihud, roue Geshur. Ha David a ouele bemdez war e vab.
Rak pa oa da servijer o chom e Geshur e Siria, e reas ur gouestl o lavarout: Mar laka an AOTROU ac'hanon da zistreiñ da Jeruzalem, me a servijo an AOTROU.
an eil a voe Kileab, eus Abigail gwreg Nabal eus Karmel; an trede a voe Absalom mab Maaka, merc'h Talmai roue Geshur;
Holl bennoù an dud a vrezel hag o zud a glevas en doa roue Babilon lakaet Gedalia mab Ahikam da c'houarnour. Neuze e teujont da gavout Gedalia e Mizpa: Ismael mab Netania, Johanan mab Kareak, Seraja mab Tanumed an Netofatad, Jaazania mab ur Maakatian, int hag o zud.
Neuze e teujont da gavout Gedalia e Mizpa: Ismael mab Netania, Johanan ha Jonatan mibien Kareak, Seraja mab Tanumed, mibien Efai an Netofatad, Jezania mab ur Maakatian, int hag o zud.
Jair mab Manase a gemeras holl rannvro Argob betek harz ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed hag a roas e anv da vourc'hioù Basan, galvet Bourc'hioù Jair betek hiziv.
ar Gananeiz eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, an Amoreaned, an Hitited, ar Ferezianed, ar Jebuziz er menez, an Hevianed e traoñ an Hermon e bro Vizpa.
Setu rouaned ar vro a voe trec'het gant mibien Israel; hag e perc'hennjont o bro en tu all d'ar Jordan etrezek ar sav-heol, adalek froud an Arnon betek Menez Hermon hag an holl blaenenn er sav-heol:
ha Galaad, ha douaroù ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed, hag holl Venez Hermon, ha Basan en e bezh betek Salka,
David hag e dud a bigne d'ober argadoù a-enep tud Geshur, tud Gezer hag an Amalekiz, rak ar broadoù-se a oa o chom a bep amzer er vro a oa ouzh tu Shur ha betek bro an Ejipt.