Jozue 10:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jozue a lavaras: Ruilhit mein bras ouzh digor ar vougev, ha lakait en he c'hichen tud d'he diwall. |
evel un den a dec'h dirak ul leon hag a gav un arzh, hag a ya d'e di, a harp e zorn ouzh ar voger hag a zo flemmet gant un naer.
Gwelout a ris an Aotrou en e sav war an aoter, hag e lavaras: Sko war c'hourin an nor, ha ra greno an treuzoù, bruzun anezho war benn an holl. Me a lazho dre ar c'hleze ar re a vano. Den ebet eus ar re a dec'h ne c'hello tec'hout, den ebet eus ar re a ziflip ne c'hello diflipañ.
Mont a rejont eta kuit hag e lakajont e surentez ar bez en ur siellañ ar maen hag o lakaat gwarded war e dro.
Dezrevellet e voe kement-se da Jozue o lavarout: Kavet eo bet ar pemp roue, kuzhet en ur vougev e Makkeda.
C'hwi, na baouezit ket, redit war-lerc'h hoc'h enebourien, krogit enno, n'o lezit ket da vont en o c'hêrioù, rak an AOTROU ho Toue en deus o lakaet etre ho taouarn.
Jozue a lavaras: Digorit genoù ar vougev, ha grit dont er-maez d'ar pemp roue hag o degasit din.