P’en devez un ezel poan, an holl izili o devez poan gantañ. Pa vez enoret un ezel, an holl izili en em laouena asambles gantañ.
Jozue 1:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ken na roio diskuizh an AOTROU d'ho preudeur evel deoc'h, ha ken na berc'hennint int ivez ar vro emañ an AOTROU ho Toue o vont da reiñ dezho. Hag e tistroiot d'ar vro a zo deoc'h da berc'hennañ anezhi, an hini en deus roet deoc'h Moizez servijer an AOTROU en tu-mañ d'ar Jordan, war-zu ar sav-heol. |
P’en devez un ezel poan, an holl izili o devez poan gantañ. Pa vez enoret un ezel, an holl izili en em laouena asambles gantañ.
Breudeur, galvet oc’h bet d’ar frankiz, koulskoude na gemerit ket digarez eus ar frankiz-se evit bevañ hervez ar c’hig, met bezit dre garantez servijer an eil d’egile.
En amzer-se em eus roet urzhioù o lavarout: An AOTROU ho Toue en deus roet deoc'h ar vro-mañ evit he ferc'hennañ. C'hwi holl, tud kadarn, tremenit harnezet dirak ho preudeur, mibien Israel.
ken na roio diskuizh an AOTROU d'ho preudeur evel deoc'h, ha ken na berc'hennint int ivez ar vro emañ an AOTROU ho Toue o vont da reiñ dezho en tu all d'ar Jordan. Hag e tistroiot pep hini ac'hanoc'h d'an dalc'h am eus roet deoc'h.
Selaou, Israel! Emaout o vont da dremen hiziv ar Jordan evit trec'hiñ pobloù brasoc'h ha kreñvoc'h egedout, kêrioù bras ha mogeriet betek an neñv,
Goude marv Moizez servijer an AOTROU , setu, an AOTROU a gomzas da Jozue mab Nun, servijer Moizez, o lavarout:
Ho kwragez, ho pugaligoù hag ho loened a chomo er vro en deus roet deoc'h Moizez en tu-mañ d'ar Jordan, met c'hwi holl, tud kadarn ha kreñv, a dremeno harnezet dirak ho preudeur, hag e sikourot anezho,
Hag e respontjont da Jozue o lavarout: Ni a raio kement ec'h eus gourc'hemennet deomp, ni a yelo e kement lec'h ma kasi ac'hanomp,