A-benn tri devezh Faraon a savo da benn hag a adlakaio ac'hanout ez karg. Lakaat a ri hanaf Faraon en e zorn evel ma raes diagent pa oas e hanafer.
Jeremiaz 52:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned D'ar seizhvet bloaz ha tregont eus harlu Jojakin roue Juda, d'an daouzekvet miz, d'ar pempvet warn-ugent eus ar miz, Evilmerodak roue Babilon, er bloaz ma teuas da roue, a adsavas penn Jojakin roue Juda, hag a dennas anezhañ eus an toull-bac'h. |
A-benn tri devezh Faraon a savo da benn hag a adlakaio ac'hanout ez karg. Lakaat a ri hanaf Faraon en e zorn evel ma raes diagent pa oas e hanafer.
An trede deiz, deiz-ha-bloaz Faraon, e reas ur fest d'e holl servijerien hag e savas penn an hanafer bras ha penn ar baraer bras e-kreiz e servijerien.
Pa vo izelaet unan bennak ha pa lavari: Ra vo savet! Saveteiñ a raio an hini en devo e zaoulagad izelaet.
Ha bremañ va fenn a savo dreist va enebourien a zo en-dro din. Kinnig a rin en e dabernakl aberzhoù a levenez. Kanañ a rin meuleudioù d'an AOTROU.
Kalon ar roue a zo e dorn an AOTROU evel un dour-red, he zreiñ a ra da gement a fell dezhañ.
Ar roue Sedesia mab Jozia a renas war-lerc'h Konia mab Jojakim. Lakaet eo bet da roue war bro Juda gant Nebukadnezar roue Babilon.