Hag holl arme ar Galdeiz, a oa gant penn ar warded, a ziskaras ar mogerioù a oa en-dro da Jeruzalem.
Jeremiaz 52:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag holl arme ar Galdeiz, a oa gant penn ar warded, a ziskaras an holl vogerioù a oa en-dro da Jeruzalem. |
Hag holl arme ar Galdeiz, a oa gant penn ar warded, a ziskaras ar mogerioù a oa en-dro da Jeruzalem.
Hag e lavarjont din: Ar restad o vezañ achapet eus an harlu a zo aze er proviñs, en ur reuzeudigezh bras hag en dismegañs; mogerioù Jeruzalem a zo diskaret hag he dorojoù a zo bet devet dre an tan.
Ar Galdeiz a zevas dre an tan ti ar roue ha tiez ar bobl, hag e tiskarjont mogerioù Jeruzalem.
Gwastet en deus e deltenn evel ul liorzh ha distrujet lec'h e vodadenn. An AOTROU en deus graet disoñjal e Sion ar gouelioù hag ar sabadoù. E fulor e gounnar en deus distaolet ar roue hag an aberzhour.
Hag e laerint da binvidigezhioù, hag e preizhint da varc’hadourezh, hag e freuzint da vogerioù, hag e tiskarint da diez a blijadur. Hag e taolint kuit da vein, da brennoù ha da zismantroù e-kreiz an doureier.
Neuze Daniel a gomzas gant poell ha furnez da Arjok, penn gwarded ar roue, a oa o vont da lakaat d'ar marv tud fur Babilon.