Kanaouenn ar "Maalod"; eus Salomon. Ma ne sav ket an AOTROU an ti, ar re en sav a labour en aner. Ma ne ziwall ket an AOTROU kêr, an hini he diwall a evesha en aner.
Jeremiaz 51:58 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mogerioù Babilon, ken ledan, a vo diskaret en o fezh, o dorojoù, ken uhel, a vo devet dre an tan. Evel-se ar pobloù o devo labouret en aner, hag ar broadoù o devo skuizhet evit an tan. |
Kanaouenn ar "Maalod"; eus Salomon. Ma ne sav ket an AOTROU an ti, ar re en sav a labour en aner. Ma ne ziwall ket an AOTROU kêr, an hini he diwall a evesha en aner.
Uhelait ur banniel war ur menez moal, savit ho mouezh war-zu enno, grit sin gant an dorn, ma'z aint e-barzh dre zor ar briñsed.
Skuizhet out bet gant kement a guzulioù. Ra en em ziskouezo ar re a c'houlenn ouzh an neñvoù, a evesha ouzh ar stered, a ro da c'houzout da bep loar nevez, ra zieubint ac'hanout eus ar pezh a ya da c'hoarvezout ganit.
Ne labourint ken en aner, ne c'hanint ken evit ar spouron, rak lignez venniget an AOTROU e vint, hag o diskennidi ganto.
Youc'hit a-enep dezhi tro-dro, astenn a ra he dorn, he diazezoù a zo kouezhet, he mogerioù a zo diskaret, veñjañs an AOTROU eo. En em veñjit warni, grit dezhi evel m'he deus graet.
Tud kreñv Babilon o deus paouezet da stourm hag en em zalc'hont er c'hreñvlec'hioù, o nerzh a zo aet da netra, deuet int evel maouezed, devet eo he ziez, hag he frennoù a zo torret.
Kastizañ a rin Bel e Babilon, hag e tennin eus e c'henoù ar pezh en doa lonket, hag ar broadoù ned aint ken etrezek ennañ. Moger Vabilon zoken a zo kouezhet.
hag e lavari: Evel-se e vo beuzet Babilon, ha n'adsavo ket eus an droug ez an da lakaat da zont warni. Bec'hiet e vint! Betek amañ emañ komzoù Jeremiaz.
Louzaouet hon eus Babilon ha n'eo ket pareet. Lezit hi, ha deomp pep hini d'e vro, rak he barnedigezh a dizh betek an neñvoù hag a sav betek ar goabrennoù.
Pep hini a ra goap eus e nesañ, ne lavaront ket ar wirionez, graet o deus d'o zeod lavarout gevier, aet int skuizh oc'h ober an droug.
Setu, ha n'eo ket dre volontez AOTROU an armeoù e labour ar pobloù evit an tan, ha ma en em skuizh ar broadoù evit netra?