Rak a-raok ar vendem, pa'z eo kresket an nevezenn ha deuet ar bleuñv da vezañ blokadoù o tareviñ, e troc'ho ar skourrigoù gant stropoù, e savo kuit hag e tilamo ar skourroù.
Jeremiaz 51:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Merc'h Babilon a zo evel ul leur en amzer ma vez mac'het, c'hoazh un nebeudig hag e teuio amzer hec'h eost. |
Rak a-raok ar vendem, pa'z eo kresket an nevezenn ha deuet ar bleuñv da vezañ blokadoù o tareviñ, e troc'ho ar skourrigoù gant stropoù, e savo kuit hag e tilamo ar skourroù.
O va gwinizh dornet, mac'het war al leur! Ar pezh am eus klevet a-berzh AOTROU an armeoù, a-berzh Doue Israel, am eus disklêriet deoc'h.
Diskenn hag azez er boultrenn, gwerc'hez merc'h Babilon, azez d'an douar, hep tron, merc'h ar Galdeiz, rak ne vi ken anvet: Tener ha plijus.
hag eo aloubet e ribinoù, hag eo devet e c'heunioù dre an tan, hag eo spouronet an dud a vrezel.
Lakait ar falz, rak darev eo an eost. Deuit ha mac'hit, rak ar waskell a zo leun, ar beolioù a fenn, rak o fallentez a zo bras.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Damask, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus gwasket Galaad gant ogedoù houarn.
Met n'anavezont ket mennadoù an AOTROU, ne gomprenont ket e zivizoù, rak o dastumet en deus evel feskennoù war al leur.
Sav ha gwask, merc'h Sion! Ober a rin dit ur c'horn houarn hag ivinoù arem, hag e vruzuni pobloù niverus. Evel lakaet da verz e vo o freizh gouestlet d'an AOTROU, hag o finvidigezhioù da Aotrou an holl zouar.
Lezit o-daou da greskiñ betek an eost; ha da amzer an eost, e lavarin d’ar vederien: Tennit da gentañ an dreog hag endrammit eñ evit e zeviñ, met dastumit an ed em solier.
an enebour en deus e hadet eo an diaoul; an eost eo fin ar bed; ar vederien eo an aeled.