Ra vo mezhek ar re lorc'hus a wask ac'hanon hep abeg! Prederiañ a rin war da gemennadurioù.
Jeremiaz 50:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An hini lorc'hus a vrañsello hag a gouezho, ha den n'adsavo anezhi, hag ec'h enaouin un tan en he c'hêrioù. Lonkañ a raio hec'h holl drowardroioù. |
Ra vo mezhek ar re lorc'hus a wask ac'hanon hep abeg! Prederiañ a rin war da gemennadurioù.
Me ho kastizo hervez frouezh hoc'h oberoù, eme an AOTROU, me a enaouo en he c'hoadeg un tan a zevo kement a zo en-dro dezhi.
Ne vo tennet diouzhit na maen-korn na maen-diazez, met e vi ur rivin peurbadus, eme an AOTROU.
hag e lavari: Evel-se e vo beuzet Babilon, ha n'adsavo ket eus an droug ez an da lakaat da zont warni. Bec'hiet e vint! Betek amañ emañ komzoù Jeremiaz.
Met e galon en em uhelaas hag e spered en em galetaas gant lorc'h, hag e voe diskaret diwar e dron roueel ha diwisket eus e c'hloar.
Enaouiñ a rin e mogerioù Rabba un tan a lonko he falezioù gant trouz ar youc'hoù da zeiz an emgann, e-kreiz an arnev, da zevezh ar barr-avel.
Kas a rin e Moab un tan a lonko palezioù Keriod, hag e varvo Moab e-kreiz un trouz bras, youc'hoù ha son ar shofar.
Kouezhet eo gwerc'hez Israel ha n'adsavo ken; astennet eo war an douar ha den n'adsavo anezhi.
rak un tan a zo bet enaouet em c'hounnar, hag e tevo betek foñs lec'h ar marv, hag e losko an douar hag e frouezh, hag ec'h entano diazezoù ar menezioù.
dre-se, en un hevelep deiz, e teuio he goulioù: ar marv, ar c’hañv hag an naonegezh, hag e vo devet gant an tan. Rak galloudek eo an Aotrou Doue a varn anezhi.