Ar re deuet en e c'houde a vo souezhet eus deiz e zistruj, ar re deuet a-raok a vo karget a spont.
Jeremiaz 50:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lazhit hec'h holl goleoù, ra ziskennint holl d'al lazhadeg. Gwalleur dezho, rak o deiz a zo deuet, amzer o c'hastiz! |
Ar re deuet en e c'houde a vo souezhet eus deiz e zistruj, ar re deuet a-raok a vo karget a spont.
Ar gedour a lavar: Dont a ra ar beure, hag an noz ivez; mar fell deoc'h goulenn, goulennit, distroit ha deuit en-dro.
Kleze an AOTROU a zo leun a wad, goloet eo a zruzoni, gwad oaned ha bouc'hed, druzoni lounezhi an tourzed, rak an AOTROU en deus graet un aberzh e Bozra, ul lazhadeg vras e bro Edom.
Ganto e kouezho ar bualed, hag al leueoù gant ar c'holeoù, an douar a vo mezviet a wad, ar poultr leuniet a zruzoni.
Met te, AOTROU, va anavezout ha va gwelout a rez, hag e furchez va c'halon ez keñver. Stlej anezho evel deñved a lazher, hag o c'hempenn evit deiz al lazhadeg.
Youc'hit, mêsaerien, ha garmit! Torimellit, renerien an tropell! Rak deuet eo an deizioù ma viot lazhet, hag ez an d'ho stlabezañ, hag e kouezhot evel ul lestr prizius.
An holl vroadoù a servijo anezhañ, e vab ha mab e vab, ken na zeuio an amzer evit e vro e-unan ivez da vezañ mestroniet gant meur a vroad ha rouaned bras.
He gopridi ivez a zo en he c'hreiz evel leueoù lart. Int ivez a dro kein dezhi, tec'hout a reont a-gevret, ne zalc'hont ket, rak deiz o glac'har a zo deuet warno, amzer o c'hastiz.
Ra vo milliget an hini a raio labour an AOTROU gant leziregezh, ha ra vo milliget an hini a zinac'ho ouzh e gleze ar gwad!
Moab a zo drailhet, e gêrioù a bign e moged, an dibab eus e dud yaouank a ziskenn d'al lazhadeg, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù.
An hini a dec'h dirak ar spont a gouezho er poull, an hini a adpigno eus ar poull a vo tapet er roued. Rak warnañ, war Voab, e lakain da zont bloavezh e varnedigezh, eme an AOTROU.
Dre ma oc'h en em laouenaet, dre ma oc'h bet el levenez o tistrujañ va hêrezh, dre ma hoc'h eus lammet evel un annoar er geot ha c'hwirinet evel kezeg,
Setu em eus droug ouzhit-te, lorc'hus, eme an Aotrou, AOTROU an armeoù, rak da zeiz a zo deuet, an amzer ma'z kastizin.
Klevout a reont ac'hanon oc'h huanadiñ, ha nikun na'm frealz. Va holl enebourien o deus klevet va gwalleur hag o deus laouenaet gant ar pezh ac'h eus graet. Kas a ri an deiz, en disklêrii, ma vint heñvel ouzhin.
En em zerc’hel a raint pell gant aon rak hec’h estrenvan, hag e lavarint: Gwalleur! Gwalleur! Kêr vras Babilon, ar gêr c’halloudek-mañ! Rak da varnedigezh a zo deuet en un eur.
Gwelout a ris un ael all en em zalc’he e-barzh an heol. Gant ur vouezh kreñv e krias, o lavarout d’an holl laboused a nije e-kreiz an neñv: Deuit hag en em zastumit evit fest an Doue bras,