Jeremiaz 50:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Stegnet em eus ur pech dit, hag ez out bet tapet, Babilon, ha n'anaveze ket. Kavet out bet ha tapet, dre ma ec'h eus stourmet a-enep an AOTROU. |
Ar rendaeler, daoust hag e vreutaio gant an Holl-C'halloudeg? An hini a dabut gant Doue, daoust hag e responto da gement-se?
Fur eo e galon ha kreñv e c'halloud. Piv en deus stourmet outañ hag a zo en em gavet ervat?
Moizez hag Aaron a zeuas eta da gavout Faraon, hag e lavarjont: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU , Doue an Hebreed: Betek pegoulz e nac'hi en em izelaat dirazon? Lez va fobl da vont kuit, evit ma servijo ac'hanon.
Rak an den n'anavez ket zoken e amzer; evel ar pesked a zo kemeret er gwall roued hag al laboused a zo tapet el las, evel-se eo ereet an dud en amzer ar gwalleur, pa gouezh warno a-daol-trumm.
Me a gastizo ar bed en abeg d'e fallagriezh, hag ar re zrouk evit o direizhder, lakaat a rin da baouez lorc'h ar re rok, hag e tiskarin balc'hder ar waskerien.
Gwalleur d'an hini a glemm a-enep e grouer, pa'z eo ur pod e-touez ar podoù-pri; met ar pri, hag e lavaro d'ar poder: Petra a rez? Pebezh labour! Ha ne'c'h eus ket daouarn?
An hini a dec'h dirak ar spont a gouezho er poull, an hini a adpigno eus ar poull a vo tapet er roued. Rak warnañ, war Voab, e lakain da zont bloavezh e varnedigezh, eme an AOTROU.
Mezviñ a rin he friñsed, he furien, he gouarnerien, he fennoù, he c’hadarnidi; kousket a raint eus ur c'housk peurbadus, ha ne zihunint ken, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù.
A-daol-trumm eo kouezhet Babilon, freuzet eo. Huanadit warni, kemerit balzam evit he gouli, marteze e pareo.
an enebour a sav dreist kement a c’halver Doue pe a azeuler, betek azezañ evel Doue e templ Doue, oc’h en em reiñ e-unan evel Doue.