Hag an AOTROU a dennas Job er-maez eus e brizonerezh p'en doe pedet evit e vignoned. An AOTROU a greskas kement en doa bet Job d'an daougement.
Jeremiaz 49:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met en deizioù diwezhañ e tegasin en-dro re zalc'het Elam, eme an AOTROU. |
Hag an AOTROU a dennas Job er-maez eus e brizonerezh p'en doe pedet evit e vignoned. An AOTROU a greskas kement en doa bet Job d'an daougement.
Hag e c'hoarvezo, en deizioù diwezhañ, ma vo startaet menez ti an AOTROU dreist ar menezioù, hag e savo dreist ar c'hrec'hiennoù, hag e teredo ennañ an holl vroadoù.
Hag e c'hoarvezo, goude bezañ o diframmet, ma em bo c'hoazh truez outo, hag e lakain pep hini anezho da zistreiñ d'e hêrezh, ha pep hini d'e zouar.
Koulskoude, en deizioù diwezhañ, ec'h adsavin harluidi Moab. Betek amañ ez a barnedigezh Moab.
hag e tegasin en-dro re zalc'het an Ejipt, hag e rin dezho mont en-dro da vro Batroz, en o bro c'henidik, met e vint eno ur rouantelezh dinerzh.
Pignat a ri a-enep va fobl Israel, evel ur c'hoabrenn o c'holeiñ ar vro. Bez' e vo en deizioù diwezhañ, ma rin dit kerzhout a-enep va bro, evit ma vin anavezet gant ar broadoù, pa vin santelaet drezout dirak o daoulagad.
Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Bremañ e kasin en-dro dalc'hidi Jakob, hag em bo truez eus holl di Israel, hag e vin gwarizius ouzh va anv santel,
Dont a ran bremañ evit reiñ dit da anavezout ar pezh a c'hoarvezo gant da bobl en deizioù diwezhañ, rak ez a ar weledigezh betek an deizioù-se.
Met un Doue a zo en neñvoù hag a ziskuilh an traoù kuzhet, hag a ro da anavezout d'ar roue Nebukadnezar ar pezh a c'hoarvezo en deizioù da zont. Setu da huñvre hag ar gweledigezhioù ac'h eus bet ez penn war da wele.
Goude-se, mibien Israel a zistroio, hag e klaskint an AOTROU o Doue ha David o roue. Hag e teuint gant doujañs da gavout an AOTROU hag e vadelezh, en deizioù diwezhañ.
Hag e lakain da zistreiñ harluidi va fobl Israel, hag e savint ar c'hêrioù gwastet hag e chomint enno, hag e plantint gwini, hag ec'h evint gwin diouto, hag e raint liorzhoù, hag e tebrint frouezh diouto.
Hag e c'hoarvezo, en deizioù diwezhañ, ma vo startaet menez ti an AOTROU dreist ar menezioù, hag e savo dreist ar c'hrec'hiennoù, hag e teredo ennañ an holl bobloù.