hag a guzumo e goadeg hag e liorzh frouezhus, ene ha korf. Bez' e vo evel p'en deus ar c'hlañvour ur fallaenn.
Jeremiaz 46:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Troc'hañ a raint he c'hoadeg, eme an AOTROU, dre ma'z eo diergerzhadus, rak ez int niverusoc'h eget kilheien-raden, ne c'hellont ket bezañ kontet. |
hag a guzumo e goadeg hag e liorzh frouezhus, ene ha korf. Bez' e vo evel p'en deus ar c'hlañvour ur fallaenn.
Me ho kastizo hervez frouezh hoc'h oberoù, eme an AOTROU, me a enaouo en he c'hoadeg un tan a zevo kement a zo en-dro dezhi.
Klevet e vo he mouezh evel hini an naer, kerzhout a raint gant un arme kreñv, hag e teuint a-enep dezhi gant bouc'hili evel koadourien.
Me a roio deoc'h en-dro ar bloavezhioù a zo bet debret gant ar c'hilhog-raden, ar viskoulenn, ar preñvig, ar c'hwil-derv, va arme vras am boa kaset a-enep deoc'h.
Rak pignat a raent gant o zropelloù hag o zeltennoù, dont a raent a-leizh, evel kilheien-raden; int hag o c'hañvaled a oa diniver, hag e teuent e-barzh ar vro evit he distrujañ.
Madian, Amalek ha mibien ar reter a oa strewet en traonienn niverus evel kilheien-raden, hag o c'hañvaled a oa diniver evel an traezh a zo war aod ar mor, kement e oa anezho.