Neuze Abner a grias da Joab o lavarout: Ha dalc'hmat e lonko ar c'hleze? Ha n'ouzout ket mat e vo c’hwervder a-benn ar fin? Betek pegeit ne lavari ket d'ar bobl ehanañ da redek war-lerc'h o breudeur?
Jeremiaz 46:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Disklêriit en Ejipt, embannit e Migdol, e Nof, e Tapanez, lavarit: Sav ha bez prest! Rak ar c'hleze a lonk en-dro dit. |
Neuze Abner a grias da Joab o lavarout: Ha dalc'hmat e lonko ar c'hleze? Ha n'ouzout ket mat e vo c’hwervder a-benn ar fin? Betek pegeit ne lavari ket d'ar bobl ehanañ da redek war-lerc'h o breudeur?
Komz da vibien Israel, ma tistroint ha ma kampint dirak Pihahirod, etre Migdol hag ar mor, dirak Baal-Zefon. Kampiñ a reot dirak al lec'h-se e-kichen ar mor.
met ma ne fell ket deoc'h ha ma'z oc'h disent, e viot lonket gant ar c'hleze, rak genoù an AOTROU en deus komzet.
Priñsed Zoan o deus kollet o skiant, priñsed Nof en em douell, pennoù ar meuriadoù a laka an Ejipt da ziheñchañ.
An Asiria a gouezho dre ur c'hleze na vo ket hini un den, hag ar c'hleze na vo ket hini ur mab-den a lonko anezho, tec'hout a raint kuit dirak ar c'hleze, hag o zud yaouank a zeuio da vezañ truajidi.
Kleze an AOTROU a zo leun a wad, goloet eo a zruzoni, gwad oaned ha bouc'hed, druzoni lounezhi an tourzed, rak an AOTROU en deus graet un aberzh e Bozra, ul lazhadeg vras e bro Edom.
An distrujerien a zeu war holl grec'hennoù ar gouelec'h, rak kleze an AOTROU a zebr ar vro eus ur penn d'egile. N'eus peoc'h enni evit den.
Skoet em eus war o mibien en aner, n'o deus ket degemeret ar c'helennadur. Ho kleze en deus lonket ho profeded, evel ul leon distrujer.
Ar gomz a voe disklêriet da Jeremiaz diwar-benn an holl Yuzevien a oa o chom e Migdol, en Tapanez, e Nof hag e bro Batroz, er gerioù-se:
An deiz-mañ a zo d'an AOTROU, da AOTROU an armeoù, un deiz a veñjañs evit en em veñjiñ eus e enebourien. Ar c'hleze a lonko hag en devo e walc'h, hag en em vezvo gant o gwad, rak un aberzh a vo d’an Aotrou AOTROU an armeoù e bro an hanternoz, war ribl stêr Eufratez.
Gra da bak evit an harlu, annezadez, merc'h an Ejipt, rak Nof a zeuio da vezañ ur gouelec'h, distrujet e vo, ne vo den o chom enni.
Diwar-benn an Ejipt, diwar-benn arme Faraon Neko, roue an Ejipt, a oa e-kichen stêr Eufratez e Karkemish, hag a voe trec'het gant Nebukadnezar roue Babilon er pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia, roue Juda:
Dirak o daoulagad eo un arouez touellus, int hag o deus le al leoù. Hag eñ a zegaso soñj eus o drougiezh pa vint tapet.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Distrujañ a rin an idoloù, kas a rin da netra falsdoueoù eus Nof, ne vo priñs ebet ken e bro Ejipt, hag e skuilhin ar spont e bro Ejipt.
Rak setu ez int aet kuit en abeg d'an distruj. An Ejipt o dastumo, Memfiz o sebelio. Al linad a berc'henno o zraoù prizius en arc'hant, ar spern a gresko en o zeltennoù.
Setu em eus droug ouzhit, eme AOTROU an armeoù, lakaat a rin an tan ez kirri, hag ez aint e moged, ar c'hleze a lonko da leoned yaouank, tennañ a rin eus ar vro da breizh, ha ne vo ken klevet mouezh da gannaded.
mezviañ a rin va biroù gant o gwad, va c'hleze a zebro o c'hig, diwar gwad ar re c'hloazet hag ar re zalc'het, diwar penn mestroù an enebour.