Hag e lavaras: Setu perak, selaou ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.
Jeremiaz 44:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Goude, Jeremiaz a lavaras d'an holl bobl ha d'an holl vaouezed: Selaouit komz an AOTROU, c'hwi holl re Juda a zo e bro Ejipt: |
Hag e lavaras: Setu perak, selaou ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.
Selaouit komz an AOTROU, pennoù Sodom! Roit ho skouarn da lezenn hon Doue, pobl Gomora!
neuze, selaouit bremañ komz an AOTROU, nemorant Juda! Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Mar troit ho tremmoù evit mont d'an Ejipt, mard it da chom eno,
hag ez ejont da vro Ejipt, rak ne sentjont ket ouzh mouezh an AOTROU. Hag e teujont betek Tapanez.
setu perak selaouit komz an AOTROU, c'hwi holl tud Juda a zo o chom e bro Ejipt: Setu em eus touet dre va anv bras, eme an AOTROU, na vo ken galvet va anv dre c'henoù den ebet eus Juda en holl vro Ejipt, den ne lavaro: An Aotrou AOTROU a zo bev!
Ha bremañ selaou komz an AOTROU: Lavaret ec'h eus: Ne brofedi ket a-enep Israel ha ne dakenni ket komzoù a-enep ti Izaak.