Pa welas ar wreg e oa ar frouezh mat da zebriñ ha plijus d'an daoulagad, ha ma oa prizius evit digeriñ ar skiant, e kemeras eus he frouezh hag e tebras diouto. Reiñ a reas ivez diouto d'he fried a oa ganti, hag hemañ a zebras diouto.
Jeremiaz 44:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa ginnigemp ezañs da rouanez an neñvoù ha raemp evadkinnigoù dezhi, hag-eñ e oa hep ma ouie hor gwazed e raemp dezhi gwestell ma veze skeudennet warno, pe e raemp evadkinnigoù dezhi? |
Pa welas ar wreg e oa ar frouezh mat da zebriñ ha plijus d'an daoulagad, ha ma oa prizius evit digeriñ ar skiant, e kemeras eus he frouezh hag e tebras diouto. Reiñ a reas ivez diouto d'he fried a oa ganti, hag hemañ a zebras diouto.
Ne voe bet den ebet evel Akab, a voe en em werzhet d'ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, bountet gant Jezabel e wreg,
Kerzhout a reas war hent rouaned Israel, evel m'en doa graet ti Akab, rak merc'h Akab a oa e wreg, hag e reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.
Abred pe ziwezhat an hini drouk ne chomo ket digastiz, met lignez an dud reizh a vo dieubet.
Met an holl baotred a ouie e kinnige o gwragez ezañs da zoueoù all, an holl wragez a oa eno e niver bras, an holl bobl a oa o chom e bro Ejipt, e Patroz, a respontas da Jeremiaz, o lavarout:
Jeremiaz a lavaras neuze d'an holl bobl, d'ar baotred, d'ar maouezed, ha d'an holl re o doa respontet dezhañ:
Ar vibien a zastum koad, an tadoù a enaou an tan, ar maouezed a vez an toaz, evit ober gwestell da rouanez an neñvoù hag evadkinnigoù da zoueoù estren, hag evit va imoriñ.
ma klev he gwaz diwar o fenn ha ne lavar netra dezhi, hec'h holl ouestloù a vo gwiriek ha kement ere he devo lakaet war hec'h ene a vo gwiriek,
ha ma klev he gwaz diwar o fenn ha ne lavar netra dezhi en deiz ma klev, hec'h holl ouestloù a vo gwiriek ha kement ere he devo lakaet war hec'h ene a vo gwiriek,