Pa gerzhin zoken e traonienn skeud ar marv, ne'm bo aon rak droug ebet, rak te a zo ganin: da vazh ha da walenn eo am dic'hlac'har.
Jeremiaz 38:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jeremiaz a chomas e porzh an toull-bac'h betek an deiz ma voe tapet Jeruzalem. |
Pa gerzhin zoken e traonienn skeud ar marv, ne'm bo aon rak droug ebet, rak te a zo ganin: da vazh ha da walenn eo am dic'hlac'har.
Komz an AOTROU a voe disklêriet un eil gwech da Jeremiaz, pa oa c'hoazh dastumet e porzh an toull-bac’h, er gerioù-se:
Ha bremañ mar plij, selaou, o aotrou roue! Ra vo va fedenn degemeret mat ganit! Na'm c'has ket en-dro da di Jonatan ar skrib, gant aon na varvfen eno.
Ar roue Sedesia a c'hourc'hemennas ma vije miret e porzh an toull-bac'h ha ma vije roet dezhañ ur varaenn eus straed ar Varaerien, betek ma vije debret holl varaoù kêr. Evel-se e chomas Jeremiaz e porzh an toull-bac'h.
Neuze e tennjont Jeremiaz gant ar c'herdin hag e lakajont anezhañ da bignat er-maez eus ar puñs. Hag e chomas Jeremiaz e porzh an toull-bac'h.
An holl bennoù a zeuas da gavout Jeremiaz hag a reas goulennoù outañ. Hag e respontas dezho hervez ar c'homzoù urzhiet gant ar roue. Neuze e rojont peoc'h dezhañ, ne oa anavezet netra war gement-se.
Nebuzaradan penn ar warded, gant Nebushazban penn ar spazhidi, Nergal-Sharezer penn ar vajed, hag holl bennoù all roue Babilon,
a gasas da gerc'hat Jeremiaz eus porzh an toull-bac'h, hag e rojont anezhañ da C'hedalia mab Ahikam mab Shafan, evit e ren d'e di. Evel-se e chomas e-touez ar bobl.
Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, pa oa dastumet e porzh an toull-bac'h, er gerioù-se:
va heskinoù, va glac’haroù, evel ar re a zo erruet ganin en Antioch, en Ikoniom, e Listra. Pebezh heskinoù am eus gouzañvet! Hag an Aotrou en deus va dieubet anezho holl.