Dont a reas eta etrezek ar roue, hag ar roue a lavaras dezhañ: Mika, ha mont a raimp d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontas: Pign, hag e ri berzh, an AOTROU a lakaio anezhi etre daouarn ar roue .
Jeremiaz 37:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met ar roue Sedesia a gasas d'e gerc'hat ac'hane. Ar roue a reas goulennoù outañ e kuzh en e di, hag a lavaras: Ha bez' ez eus ur gomz bennak a-berzh an AOTROU? Jeremiaz a lavaras: Ya. Rak, emezañ, e vi lakaet etre daouarn roue Babilon. |
Dont a reas eta etrezek ar roue, hag ar roue a lavaras dezhañ: Mika, ha mont a raimp d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontas: Pign, hag e ri berzh, an AOTROU a lakaio anezhi etre daouarn ar roue .
Ar roue a lavaras dezhañ: Pet gwech e pedin ac'hanout da lavarout din nemet ar wirionez en anv an AOTROU?
Mibien Sedesia a voe lazhet dirak e zaoulagad. Neuze e voe toullet e zaoulagad da Sedesia, hag e voe ereet gant chadennoù arem, ha kaset da Vabilon.
Hag an AOTROU a lavar: Ha ne virin ket ac'hanout evit ar mad? Ha ne rin ket d'an enebour pediñ ac'hanout en amzer ar glac'har hag en amzer an estrenvan?
Ha goude-se, eme an AOTROU, e lakain Sedesia roue Juda, e servijerien, ar bobl, ar re eus ar gêr-mañ a vo manet goude ar vosenn, ar c'hleze hag an naonegezh, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, etre daouarn o enebourien, hag etre daouarn ar re a glask o buhez, hag e skoio warno gant troc'h ar c'hleze, n'esperno ket anezho, n'en devo na truez na trugarez.
Hag evel ar fiez fall-se na c'hell ket bezañ debret, ken fall ma'z int, eme an AOTROU, e lakain da vezañ evelto Sedesia roue Juda hag e briñsed hag an nemorant eus Jeruzalem, ar re a zo manet er vro-mañ hag ar re a zo o chom e bro Ejipt.
Koulskoude ar roue Sedesia a gasas Jukal mab Shelemia ha Sofonia mab Maaseja an aberzhour da gavout Jeremiaz ar profed ha da lavarout dezhañ: Erbed evidomp e-kichen an AOTROU hon Doue.
Ar roue Sedesia a lavaras: Setu emañ etre ho taouarn, rak ar roue ne c'hell netra a-enep deoc'h.
Met arme ar Galdeiz a redas war-lerc'h ar roue hag e tapjont Sedesia e plaenennoù Jeriko. Hag e holl arme a stlabezas pell digantañ.
Gwalleur war walleur a zeuio, hag e vo brud war vrud. Goulenn a raint ur weledigezh digant ar profed, met al lezenn a vo kollet gant an aberzhourien, hag ar c'huzul gant an henaourien.
Distreiñ a reas ha setu, en em zalc'he tost d'al loskaberzh, eñ hag holl briñsed Moab. Balag a lavaras: Petra en deus lavaret an AOTROU?
rak Herodez a zouje Yann, oc’h anavezout penaos e oa un den reizh ha santel. Prederius e oa en e geñver, ober a rae zoken kalz a draoù eus e alioù hag en selaoue gant plijadur.