An AOTROU a lavaras da Voizez: Gra div daolenn vaen evel ar re gentañ, hag e skrivin war an daolenn-se ar c'homzoù a oa war an taolennoù kentañ ac'h eus torret.
Jeremiaz 36:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jeremiaz a gemeras eta ur roll all, a roas da Varuk mab Nerija, ar skrib. Hemañ a skrivas diouzh genoù Jeremiaz holl gomzoù al levr en doa Jojakim roue Juda devet dre an tan. Ha kalz a gomzoù heñvel a voe c'hoazh lakaet ouzhpenn. |
An AOTROU a lavaras da Voizez: Gra div daolenn vaen evel ar re gentañ, hag e skrivin war an daolenn-se ar c'homzoù a oa war an taolennoù kentañ ac'h eus torret.
Baruk a respontas: Lavarout a rae din eus e c'henoù an holl gomzoù, hag e skriven anezho el levr gant liv.
P'en doe Jehudi lennet teir pe peder follenn, ar roue a droc'has al levr gant kanived ar skrib hag en taolas e tan an oaled, ken na voe kuzumet ar roll en e bezh gant tan an oaled.
Jeremiaz a c'halvas eta Baruk mab Nerija. Ha Baruk a skrivas diouzh genoù Jeremiaz war ar roll levr, holl gomzoù an AOTROU en doa lavaret dezhañ.
Neuze Nebukadnezar a voe leun a fulor, ha neuz e zremm a gemmas e-keñver Shadrak, Meshak hag Abed-Nego. Komz a reas hag e c'hourc'hemennas tommañ ar fornez seizh gwech muioc'h eget na oa ar c'hiz d'he zommañ.
D'ar c'hentañ vloaz eus Belshazar roue Babilon, Daniel en doe un huñvre ha gweledigezhioù en e benn war e wele. Goude e skrivas an huñvre, hag e lavaras an traoù pouezusañ.
Ma ne’m selaouit ket en desped da-se, e kastizin ac’hanoc’h seizh gwech mui abalamour d’ho pec’hedoù,
Mar kerzhit a-enep din ha ma ne fell ket deoc’h va selaou, e kastizin ac’hanoc’h seizh gwech muioc’h hervez ho pec’hedoù,
e kerzhin ivez a-enep deoc’h hag e skoin warnoc’h seizh gwech mui abalamour d’ho pec’hedoù.
e kerzhin ivez a-enep deoc’h hag e kastizin ac’hanoc’h seizh gwech mui abalamour d’ho pec’hedoù.
Testeniañ a ran da biv bennak a glev gerioù diougan al levr-mañ, mar laka unan bennak un dra bennak ouzhpenn ennañ, Doue a lakaio ouzpenn warnañ ar goulioù skrivet el levr-mañ.