Ruben a lavaras: Na skuilhit ket gwad, taolit anezhañ er puñs-glav-se a zo er gouelec'h ha na lakait ket ho taouarn warnañ. Kement-se a oa evit e lemel eus o daouarn hag e reiñ d'e dad.
Jeremiaz 36:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Koulskoude Elnatan, Delaja ha Gamaria a bedas ar roue na zevje ket ar roll, met eñ ne selaouas ket outo. |
Ruben a lavaras: Na skuilhit ket gwad, taolit anezhañ er puñs-glav-se a zo er gouelec'h ha na lakait ket ho taouarn warnañ. Kement-se a oa evit e lemel eus o daouarn hag e reiñ d'e dad.
Neuze ar briñsed hag ar bobl a lavaras d'an aberzhourien ha d'ar brofeded: An den-se n'eo ket dellezek a varv, rak en anv an AOTROU hon Doue eo en deus komzet ouzhimp.
Hag ar roue Jojakim a gasas tud d'an Ejipt, Elnatan mab Akbor hag hiniennoù all gantañ d'an Ejipt.
Baruk a lennas el levr komzoù Jeremiaz e ti an AOTROU, e kambr Gemaria mab Shafan ar skrib, el leurenn uhelañ, ouzh toull dor Nevez ti an AOTROU, ouzh divskouarn an holl bobl.
e tiskennas da di ar roue, da gambr ar skrib, ha setu, an holl bennoù a oa azezet eno, Elishama ar skrib, Delaja mab Shemaja, Elnatan mab Akbor, Gemaria mab Shafan, Sedesia mab Hanania, hag an holl bennoù.
o lavarout: Pec’het em eus o troukreiñ ar gwad didamall. Met int a lavaras dezhañ: Petra a ra-se deomp? An dra-se a sell ouzhit.