ha lavarit: Evel-henn en deus lavaret ar roue: Lakait an den-mañ en toull-bac'h, ha bevit-eñ gant bara ar glac'har ha dour ar glac'har, betek ma tistroin e peoc'h.
Jeremiaz 36:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned P'en doe Jehudi lennet teir pe peder follenn, ar roue a droc'has al levr gant kanived ar skrib hag en taolas e tan an oaled, ken na voe kuzumet ar roll en e bezh gant tan an oaled. |
ha lavarit: Evel-henn en deus lavaret ar roue: Lakait an den-mañ en toull-bac'h, ha bevit-eñ gant bara ar glac'har ha dour ar glac'har, betek ma tistroin e peoc'h.
Roue Israel a lavaras da Jozafad: C'hoazh ez eus un den a c'heller goulenn ali digant an AOTROU drezañ, met e gasaat a ran, rak ne vez profedet gantañ mad ebet diwar va fenn, met atav an droug: Mika mab Jimla eo. Jozafad a lavaras: Ra ne gomzo ket ar roue evel-se!
An den hag a reud e c'houzoug pa vez rebechet, a vo torret buan, ha ne vo ket yac'haet.
ha na lavarfes: Penaos em eus kasaet ar gelennadurezh? Penaos he deus disprizet va c'halon ar gourdrouz?
Kemer dit ur roll levr, ha skriv warnañ an holl gomzoù am eus lavaret dit a-enep Israel, a-enep Juda hag a-enep an holl vroadoù, abaoe an deiz ma em eus komzet ouzhit, abaoe deizioù Jozia, betek hiziv.
Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se, goude m'en doa devet ar roue ar roll hag ar c'homzoù en doa Baruk skrivet diouzh genoù Jeremiaz:
Kemer ur roll all, ha skriv warnañ an holl gomzoù kentañ a oa er roll kentañ en deus devet Jojakim roue Juda.
Mar lamm unan bennak gerioù eus levr an diougan-mañ, Doue a lammo e lod eus al levr a vuhez hag eus ar gêr santel, hag eus an traoù a zo skrivet el levr-mañ.