Jeremiaz 35:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag o degaset em eus da di an AOTROU, e kambr mibien Hanan, mab Jigdalia, den a Zoue, an hini a oa e-kichen kambr ar pennoù, a-us da gambr Maaseja mab Shallum, diwaller an treuzoù. |
Setu, un den Doue a zeuas eus Juda da Vetel, a-berzh komz an AOTROU, e-pad ma en em zalc'he Jeroboam ouzh an aoter evit lakaat da vogediñ.
Pa glevas kement-se ar profed en doa e zegaset eus an hent, e lavaras: An den Doue eo, an hini a zo bet disent ouzh urzh an AOTROU. An AOTROU en deus e roet d'al leon, hag hemañ en deus e roget ha lazhet, hervez ar gomz en doa lavaret an AOTROU dezhañ.
Hi a lavaras da Elia: Petra a zo etre me ha te, den Doue? Ha deuet out da'm zi evit degas din soñj eus va drougiezh, hag evit lakaat va mab da vervel?
Ar vaouez a lavaras da Elia: Anavezout a ran bremañ ez out un den Doue, hag ez eo ar wirionez komz an AOTROU ez kenoù.
Neuze den Doue a dostaas hag a gomzas ouzh roue Israel o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Dre ma o deus lavaret ar Siriz: An AOTROU a zo un doue a venezioù ha nann un doue a draoniennoù, me a lakaio an holl engroez bras-se etre da zaouarn, hag e ouiot ez on an AOTROU.
Neuze e kasas etrezek ennañ un ofiser a hanterkantad gant e hanter-kant den, a bignas d'e gavout. Ha setu, en em zalc'he war lein ar menez. An ofiser a lavaras dezhañ: Den Doue, ar roue en deus lavaret: Diskenn!
An aberzhour Jehojada a gemeras ur c'hef hag a reas un toull er golo, hag e lakaas anezhañ e-kichen an aoter, en tu dehou pa'z aed e-barzh ti an AOTROU. An aberzhourien a ziwalle an treuzoù a lakae ennañ an holl arc'hant a veze degaset e ti an AOTROU.
Penn ar warded a gemeras an aberzhour-meur Seraja, an eil-aberzhour Sofonia, ha tri diwaller an treuzoù.
Neuze e tiskennas hag en em soubas seizh gwech er Jordan, hervez komz den Doue, hag e gig a zistroas dezhañ heñvel ouzh kig ur bugel bihan, hag e voe glan.
Neuze Gehazi, servijer Elizea den Doue, a lavaras: Setu, va mestr en deus espernet Naaman ar Siriad, ha n'en deus ket degemeret eus e zorn ar pezh en doa degaset. An AOTROU a zo bev! Me a redo war e lerc'h, hag em bo un dra bennak digantañ.
Roue Israel a gase etrezek al lec'h m'en doa komzet den Doue diwar e benn ha disklêriet dezhañ, hag e oa war evezh. Kement-se a c'hoarvezas ouzhpenn ur wech ha div.
Ar roue en doa lakaet an ofiser ma en em harpe war e zorn da ziwall an nor. Ar bobl a frikas anezhañ e-tal an nor, hag e varvas, evel m'en doa lavaret den Doue, pa gomze ouzh ar roue a oa diskennet d'e gavout.
An ofiser ma en em harpe ar roue war e zorn, a respontas da zen Doue o lavarout: Pa rafe an AOTROU prenestroù en neñvoù, hag e c'hoarvezo kement-se? Elizea a lavaras: Setu, e welout a ri gant da zaoulagad, met ne zebri ket diouto.
En em zerc'hel a raent e-pad an noz en-dro da di Doue, rak ar gward anezhañ a oa dezho, hag o doa ar garg d'e zigeriñ bep mintin.
Lakaat a reas, hervez urzh David, kevrennoù an aberzhourien hervez o servijoù, hag al Levited hervez o c'hargoù, evit meuliñ hag evit servijañ dirak an aberzhourien, hervez ar servij pemdeziek, hag ar borzhierien hervez o c'hevrennoù, ouzh pep dor; rak evel-se en doa gourc'hemennet David, den Doue.
Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, pa gasas ar roue Sedesia d'e gavout Pashur mab Malkija ha Sofonia mab Maaseja an aberzhour, evit lavarout:
Priñsed Juda, o vezañ klevet an traoù-se, a bignas eus ti ar roue da di an AOTROU, hag ec'h azezjont ouzh dor Nevez ti an AOTROU.
Kemeret em eus eta Jaazania mab Jeremiaz, mab Habazinia, hag e vreudeur, hag e holl vibien, hag holl di ar Rekabiz,
Penn ar warded a gemeras an aberzhour-meur Seraja, an eil-aberzhour Sofonia, ha tri diwaller an treuzoù.
Ur gambr a oa hag he dor a zigore ouzh postoù an dorojoù; eno e veze gwalc'het al loskaberzhoù.
Lakaet o deus o zreuzoù tost ouzh va zreuzoù, o fostoù tost ouzh va fostoù, ken na voe nemet ur voger etrezon-me hag int. Saotret o deus va anv santel dre an traoù euzhus o deus graet, hag em c'hounnar em eus kuzumet anezho.
Met te, den Doue, tec’h diouzh an traoù-se ha klask ar reizhder, an doujañs-Doue, ar feiz, ar garantez, ar basianted, an douster.
Mibien Juda a dostaas ouzh Jozue e Gilgal, ha Kaleb mab Jefune ar C'henizian a lavaras: Gouzout a rez ar pezh en deus lavaret an AOTROU da Voizez den Doue e Kadesh-Barnea.
Un den Doue a zeuas da gavout Eli hag e lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Ha ne'm boa ket en em ziskuliet da di da dad pa oant en Ejipt e ti Faraon?