Hag e krougjont Haman ouzh ar post en doa prientet evit Mardoke. Hag e voe sioulaet kounnar ar roue.
Jeremiaz 34:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: N'hoc'h eus ket sentet ouzhin oc'h embann ar frankiz, pep hini evit e vreur, pep hini evit e nesañ. Setu ec'h embannan en hoc'h enep, eme an AOTROU, frankiz ar c'hleze, ar vosenn hag an naonegezh. Hag ho lakain da vezañ un euzh dre holl rouantelezhioù an douar. |
Hag e krougjont Haman ouzh ar post en doa prientet evit Mardoke. Hag e voe sioulaet kounnar ar roue.
Mar lavaront dit: Da belec'h ez aimp? e responti dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: D'ar marv ar re a zo evit ar marv, d'ar c'hleze ar re a zo evit ar c'hleze, d'an naonegezh ar re a zo evit an naonegezh, d'an ere ar re a zo evit an ere.
Hag e rin dezho bezañ ur spont evit holl rouantelezhioù an douar, en abeg da Vanase mab Ezekiaz roue Juda, evit ar pezh en deus graet e Jeruzalem.
Ha goude-se, eme an AOTROU, e lakain Sedesia roue Juda, e servijerien, ar bobl, ar re eus ar gêr-mañ a vo manet goude ar vosenn, ar c'hleze hag an naonegezh, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, etre daouarn o enebourien, hag etre daouarn ar re a glask o buhez, hag e skoio warno gant troc'h ar c'hleze, n'esperno ket anezho, n'en devo na truez na trugarez.
evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu ez an da gas a-enep dezho ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn, hag o lakain da zont evel fiez gwall fall na c'hell ket bezañ debret, ken fall ma'z int.
Hag e redin war o lerc'h gant ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn, hag e rin dezho bezañ ur spont evit holl rouantelezhioù an douar, ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs, d'an holl vroadoù am bo o c'haset en o zouez,
Setu ez eo savet tosennoù a-enep kêr evit he zapout, hag ar gêr a vo lakaet etre daouarn ar Galdeiz a ra brezel outi gant ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn. Ar pezh ac'h eus lavaret a zo c'hoarvezet, hag e welout a rez.
Ha koulskoude Aotrou AOTROU, lavaret ec'h eus din: Pren ar park-mañ gant arc'hant, ha kemer testoù. Hag ar gêr a zo lakaet etre daouarn ar Galdeiz!
Ha bremañ, evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel, diwar-benn ar gêr-mañ, ma lavarit diouti ez eo lakaet etre daouarn roue Babilon dre ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn:
Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, goude ma reas ar roue Sedesia un emglev gant holl bobl Jeruzalem, evit embann ar frankiz en o zouez,
Evel-henn e komz an AOTROU: An hini a chomo er gêr-mañ a varvo dre ar c'hleze, dre an naonegezh pe dre ar vosenn, an hini a yelo etrezek ar Galdeiz a vevo; e ene en devo evel preizh, hag e vevo.
Jeruzalem he deus gwall bec'het, setu perak ez eo deuet da vezañ un heug. An holl re hec'h enore a zispriz anezhi, rak gwelet o deus he noazhder. Hi hec'h-unan a hirvoud hag a zistro he fenn.
War urzh ar roue, an dud o doa tamallet Daniel a voe degaset ha taolet e foz al leoned, int, o mibien hag o gwragez. A-raok m'o doa stoket ouzh foñs ar foz, al leoned a grogas enno hag a vruzunas o holl eskern.
Rak diouzh ar varn ma varnit e viot barnet, ha diouzh ar muzul ma vuzuilhit e vo muzuliet deoc’h.
N’en em dromplit ket, ne reer ket goap eus Doue. Ar pezh en devo un den hadet, a vedo ivez.
neuze e reot dezhañ evel ma felle dezhañ ober d'e vreur. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz.
An AOTROU a lakaio ac'hanout da vezañ pilet gant da enebourien; mont a ri a-enep dezho dre un hent, hag e tec'hi a-zirazo dre seizh hent, hag e vi stlabezet dre holl rouantelezhioù an douar.
An AOTROU a stlabezo ac'hanout e-touez an holl bobloù, adalek penn an douar betek dibenn an douar, hag e serviji eno doueoù all na'z po ket anavezet, na te na da dadoù, koad ha maen.
rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n’en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.
Rak skuilhet o deus gwad ar sent hag ar brofeded, hag ec’h roet eus dezho gwad da evañ. Henn meritout a reont.