Jeremiaz 31:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Den ne gelenno ken e nesañ, na den e vreur, en ur lavarout: Anavezit an Aotrou! Rak an holl am anavezo, adalek ar bihanañ betek ar brasañ anezho, eme an AOTROU, dre ma pardonin o direizhder ha ne'm bo ken soñj eus o fec'hed.
Ha te, Salomon va mab, anavez Doue da dad, servij-eñ gant ur galon eeun hag un ene youlus, rak an AOTROU a furch an holl galonoù hag a anavez pep mennad eus ar soñjoù. Mar klaskez anezhañ, e vo kavet ganit, met mar dilez anezhañ, ez taolo kuit da viken.
Ne vo ket graet droug ha ne vo ket distrujet, war va holl venez santel, rak an douar a vo leuniet gant anaoudegezh an AOTROU, evel foñs ar mor gant an doureier en golo.
Sklêrijenn al loar a vo evel sklêrijenn an heol, ha sklêrijenn an heol a vo seizh gwech vrasoc'h, evel sklêrijenn seizh deiz, pa lieno an AOTROU gouli e bobl, ha pa bareo ar gloazioù graet dre e daolioù.
Hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus, ne zistroin ket diouto, ober a rin vad dezho, va doujañs a lakain en o c'halon, evit na zistroint ket diouzhin.
Hag e c'hlanain anezho eus pep ober direizh o deus graet a-enep din, hag e pardonin o holl oberoù direizh o deus graet, o vezañ en em savet a-enep din drezo.
En deizioù-se, en amzer-se, eme an AOTROU, e vo klasket direizhder Israel, met ne vo ket kavet, ha pec'hedoù Juda, ha ne vint ket kavet, dre ma pardonin d'ar re am bo lezet e nemorant.
Evel-henn e komz an AOTROU: Ra ne fougeo ket ar fur gant e furnez, ra ne fougeo ket ar c'hreñv gant e nerzh, ra ne fougeo ket ar pinvidig gant e binvidigezh,
Piv a zo un Doue heñvel ouzhit, hag a bardon an direizhder hag a dremen dreist pec'hed an nemorant eus e hêrezh? Ne vir ket da viken e gounnar, rak trugarez a blij dezhañ.
Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d’ar Mab e ziskuliañ dezhañ.
D’an hini eta a bardonit, e pardonan ivez dezhañ, hag evidon ar pezh am eus pardonet, mar em eus pardonet un dra bennak, eo abalamour deoc’h dirak Krist,
Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c’halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist.
Rak e-lec’h ma tlejec’h abaoe pell zo bezañ mistri, ezhomm hoc’h eus c’hoazh da zeskiñ ar c’hentelioù kentañ eus komzoù Doue, hag oc’h deuet da gaout ezhomm a laezh kentoc’h eget a voued kreñv.
Met an oleviadur hoc’h eus resevet digantañ a chom ennoc’h ha n’hoc’h eus ket ezhomm e kelennfe den ac’hanoc’h. Hag evel ma tesk an oleviadur-se deoc’h pep tra, ma’z eo gwirion ha ma n’eo ket ur gaou, chomit ennañ hervez ma’z eo bet desket deoc’h gantañ.
Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.