Met ne lakaas ket d'ar marv mibien ar servijerien, evel ma'z eo skrivet e levr lezenn Moizez, e-lec'h m'en deus roet an AOTROU ar gourc'hemenn-mañ: Ne vo ket lakaet d'ar marv an tadoù evit o mibien, ha ne vo ket lakaet d'ar marv ar vibien evit o zadoù, met lakaet e vo da vervel pep hini evit e bec'hed.
An ene a bec'h eo an ene a varvo. Ar mab ne zougo ket direizhder an tad, hag an tad ne zougo ket direizhder ar mab. Reizhder an den reizh a vo warnañ, fallagriezh an den fall a vo warnañ.
Pa em bo lavaret d'an den reizh: Bevañ a ri a-dra-sur! Hag hemañ, o fiziout en e reizhder, a ra direizhder, ne vo ken soñj eus oberennoù e reizhder, met en abeg d'e zireizhder en devo graet, e varvo.
Pa em bo lavaret d'an den fall: Den fall, mervel a ri a-dra-sur! Ha ne gomzi ket evit distreiñ an den fall diwar e hent, an den fall-se a varvo en e zireizhder, met e c'houlennin e wad ouzhit.
Ne vo ket lakaet d'ar marv an tadoù evit ar vibien, ha ne vo ket lakaet d'ar marv ar vibien evit an tadoù; lakaet e vo d'ar marv pep hini evit e bec'hed.