Rak roet en deus e walc'h d'an ene en doa sec'hed, ha leuniet en deus a vadoù an ene en doa naon.
Jeremiaz 31:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak reiñ a rin da evañ d'an ene sec'hedik, hag e roin e walc'h da bep ene glac'haret. |
Rak roet en deus e walc'h d'an ene en doa sec'hed, ha leuniet en deus a vadoù an ene en doa naon.
Pep hini anezho a vo evel ur gwasked ouzh an avel hag ur vod ouzh ar glav, evel gwazhioù-dour en ul lec'h sec'h, evel skeud ur roc'h vras war un douar kras.
An ezhommeien hag ar beorien a glask dour, ha n'eus ket; o zeod a zo disec'het gant an itik. Me an AOTROU o selaouo. Me Doue Israel ne zilezin ket anezho.
An Aotrou AOTROU en deus roet din un teod a ziskibl, ma c'hellin kennerzhañ dre ar gomz an hini a zo glac'haret. Bep mintin e tihun ac'hanon, e tihun va skouarn, ma selaouin evel un diskibl.
Dont a raint, hag e kanint war uhelenn Sion, hag e teredint da vadoù an AOTROU, d'ar gwinizh, d'ar gwin, d'an eoul, da re vihan an deñved hag ar saout. O ene a vo evel ul liorzh douraet, ha ne vint ken er poanioù.
Hag e roin e walc'h a zruzoni da ene an aberzhourien, hag e vo leuniet va fobl eus va madoù, eme an AOTROU.
Hag o lakain da beuriñ en ur beurvan vat, o chomadur a vo e menezioù uhel Israel. Eno e tiskuizhint en ul lec'h mat hag e peurint ur beurvan druz war venezioù Israel.
Leuniet en deus a vadoù a re o doa naon ha kaset en deus kuit ar re binvidik er goullo.
met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n’en devo biken mui sec’hed, hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus.