Jakob a c'halvas e vibien hag a lavaras: En em zastumit hag e tisklêrin deoc'h ar pezh a c'hoarvezo ganeoc'h en deizioù da zont.
Jeremiaz 30:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kounnar entanet an AOTROU ne zistroio ket, ken n'en devo graet mennadoù e galon hag o c'haset da benn. Kement-mañ a gomprenot sklaer en deizioù diwezhañ. |
Jakob a c'halvas e vibien hag a lavaras: En em zastumit hag e tisklêrin deoc'h ar pezh a c'hoarvezo ganeoc'h en deizioù da zont.
AOTROU an armeoù en deus touet o lavarout: A-dra-sur, evel ma em eus o disklêriet en em gavo an traoù, hag ar pezh am eus divizet a c'hoarvezo:
Me a c'halv eus ar sav-heol al labous-preizh, hag eus un douar pell den va c'hoantoù. Ar pezh a lavaran a lakaan d'en em gavout, hag ar pezh a ijinan a sevenan.
Setu, emañ o tont barr-avel an AOTROU gant fulor, an arnev a zo prest da zirollañ, da gouezhañ war benn ar re zrouk.
Kounnar an AOTROU ne zistroio ket, ken n'en devo graet mennadoù e galon hag o c'haset da benn. Kement-mañ a gomprenot sklaer en deizioù diwezhañ.
En abeg da-se e vo e kañv an douar, hag e vo du an neñvoù d'an nec'h, rak em eus lavaret, em eus graet va mennozh, ne'm eus ket keuz, ha ne zislavarin ket.
Setu perak en em c'hourizit a seier, hirvoudit ha huanadit, rak kounnar entanet an AOTROU n'eo ket distroet diwarnomp.
Koulskoude, en deizioù diwezhañ, ec'h adsavin harluidi Moab. Betek amañ ez a barnedigezh Moab.
Me a raio da Elam bezañ spouronet dirak o enebourien ha dirak ar re a glask o buhez. Hag e kasin warno an droug, va c'hounnar entanet, eme an AOTROU. Hag e kasin war o lerc'h ar c'hleze, betek ma em bo o c'haset da get.
Ha n'oc'h teneraet, c'hwi holl hag a dremen dre an hent? Sellit ha gwelit hag-eñ ez eus ur glac'har heñvel ouzh ar glac'har a sko warnon. An AOTROU en deus va enkrezet en deiz e gounnar entanet.
Pignat a ri a-enep va fobl Israel, evel ur c'hoabrenn o c'holeiñ ar vro. Bez' e vo en deizioù diwezhañ, ma rin dit kerzhout a-enep va bro, evit ma vin anavezet gant ar broadoù, pa vin santelaet drezout dirak o daoulagad.
Dont a ran bremañ evit reiñ dit da anavezout ar pezh a c'hoarvezo gant da bobl en deizioù diwezhañ, rak ez a ar weledigezh betek an deizioù-se.
Met un Doue a zo en neñvoù hag a ziskuilh an traoù kuzhet, hag a ro da anavezout d'ar roue Nebukadnezar ar pezh a c'hoarvezo en deizioù da zont. Setu da huñvre hag ar gweledigezhioù ac'h eus bet ez penn war da wele.
Goude-se, mibien Israel a zistroio, hag e klaskint an AOTROU o Doue ha David o roue. Hag e teuint gant doujañs da gavout an AOTROU hag e vadelezh, en deizioù diwezhañ.
Hag e c'hoarvezo, en deizioù diwezhañ, ma vo startaet menez ti an AOTROU dreist ar menezioù, hag e savo dreist ar c'hrec'hiennoù, hag e teredo ennañ an holl bobloù.
Ha bremañ ez an etrezek va fobl. Deus, ma kemennin dit ar pezh a raio ar bobl-se da'z pobl en amzerioù da zont.
Rak gouzout a ran penaos, goude va marv, en em vreinot hag e tistroiot diouzh an hent am eus gourc'hemennet deoc'h; hag e c'houzañvot poanioù en deizioù da zont, pa ho po graet ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, o fuloriñ anezhañ dre oberennoù ho taouarn.
Pa vi er glac'har ha ma vo erruet an holl draoù-se ganit, neuze, en deizioù war-lerc'h, e tistroi d'an AOTROU da Zoue hag e senti ouzh e vouezh,
En deiz-se e rin a-enep Eli kement am eus lavaret diwar-benn e di, en ur zeraouiñ hag en ur echuiñ.