En deiz-se, e vennigas anezho hag e lavaras: Israel a vennigo drezout, o lavarout: Doue da'z rentañ evel Efraim hag evel Manase! Lakaat a reas eta Efraim a-raok Manase.
Jeremiaz 29:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e vo kemeret diganto un dro-lavar a vallozh e-touez holl harluidi Juda a zo e Babilon, lavaret e vo: Ra raio an AOTROU dit evel da Sedesia ha da Akab, en deus roue Babilon grilhet dre an tan, |
En deiz-se, e vennigas anezho hag e lavaras: Israel a vennigo drezout, o lavarout: Doue da'z rentañ evel Efraim hag evel Manase! Lakaat a reas eta Efraim a-raok Manase.
Lezel a reot hoc'h anv da'm re zibabet evit mallozhiñ, hag an Aotrou AOTROU a lakaio ac'hanout d'ar marv, hag e c'halvo e servijerien dre un anv all.
Ar re-mañ a voe ereet gant o brageier, o zonegoù, o mantelloù hag o dilhad all, ha taolet e-kreiz ar fornez-dan grizias.
Ha piv bennak na stouo ket ha n'azeulo ket, a vo raktal taolet en ur fornez-dan grizias.
An holl bobl a oa ouzh an nor, hag an henaourien a lavaras: Ni a zo testoù! Ra lakaio an AOTROU ar wreg a ya ez ti heñvel ouzh Rachel hag ouzh Lea, o deus savet o-div ti Israel! Bleugn en Efrata, ha ra vo brudet da anv e Betlehem!