Rak an AOTROU en doa lavaret: Lemel a rin Juda ivez a-zirak va dremm, evel ma em eus lamet Israel, hag e taolin kuit kêr Jeruzalem am eus dibabet, hag an ti ma em boa lavaret diwar e benn: Va anv a vo aze.
Jeremiaz 23:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar gra goulennoù ouzhit ar bobl-mañ, pe ar profed, pe un aberzhour, mar lavar dit: Pehini eo diougan an AOTROU? e lavari dezho: Pehini eo an diougan? Me ho tilezo! eme an AOTROU. |
Rak an AOTROU en doa lavaret: Lemel a rin Juda ivez a-zirak va dremm, evel ma em eus lamet Israel, hag e taolin kuit kêr Jeruzalem am eus dibabet, hag an ti ma em boa lavaret diwar e benn: Va anv a vo aze.
hag ez eas da gavout Asa, hag e lavaras dezhañ: Asa hag holl Juda ha Benjamin, selaouit-me! An AOTROU a vez ganeoc'h pa vezit gantañ. Mar klaskit anezhañ, c'hwi en kavo; met mar dilezit anezhañ, eñ ho tilezo.
Dilezet em eus va zi, dilaosket em eus va hêrezh, roet em eus ar pezh a gare va ene da zaouarn hec'h enebourien.
Me a zistaolo ac'hanoc'h a-zirak va dremm, evel ma em eus distaolet hoc'h holl vreudeur, holl lignez Efraim.
Mar desavont o mibien, me o dibourvezo diouto a-raok ma teuint da vezañ gwazed. Gwalleur dezho pa en em dennin diouto!
Diougan, komz an AOTROU a-enep bro Hadrak; ehanañ a ra war Zamask, rak an AOTROU a zo e lagad war an dud ha war holl veuriadoù Israel.