Jakob a glevas komzoù mibien Laban, a lavare: Jakob en deus kemeret kement a oa d'hon tad, hag eus ar pezh a oa d'hon tad eo en deus dastumet an holl binvidigezh-se.
Izaia 10:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Petra a reot en deiz ar varnedigezh, pa zeuio an distruj a-bell? Etrezek piv e tec'hot evit kaout sikour, ha pelec'h e lezot ho kloar? |
Jakob a glevas komzoù mibien Laban, a lavare: Jakob en deus kemeret kement a oa d'hon tad, hag eus ar pezh a oa d'hon tad eo en deus dastumet an holl binvidigezh-se.
Mont a rejont war o lerc'h betek ar Jordan, ha setu, an holl hent a oa goloet a zilhad hag a draoù o doa taolet kuit ar Siriz en o buander. Hag ar gannaded a zistroas da zisklêriañ ar c'heloù-se d'ar roue.
Ar madoù ne servijint da netra da zeiz ar gounnar, met ar reizhder a zieubo eus ar marv.
Huanadit rak deiz an AOTROU a zo tost. Dont a raio evel ur wasterezh a-berzh an Holl-C'halloudeg.
Ar re a zo o chom en tu-mañ d'an harz a lavaro en deiz-se: Setu ar pezh eo deuet da vezañ hon esperañs, a redemp daveti da glask sikour evit bezañ dieubet diouzh roue Asiria! Penaos e tec'himp-ni?
Marv int ha ne vevint ket ken, aet int da get ha ne savint ket ken, o c'hastizet hag o distrujet ec'h eus, kaset ec'h eus zoken da netra o eñvor.
Rak setu, dont a ra an AOTROU er-maez eus e chomlec'h, evit kastizañ drougiezh tud an douar. Hag an douar a ziskouezo ar gwad bet skuilhet warnañ, ha ne guzho ket ken e re lazhet.
Ar gwele a vo re verr evit en em astenn ennañ, ar c'holoenn a vo re strizh evit en em c'holeiñ ganti.
Gweladennet e vi gant AOTROU an armeoù, gant kurunoù, krenioù-douar, trouz bras, korventenn, arnev, flamm un tan loskus.
Lavaret hoc'h eus: Nann, ni a dec'ho kuit war varc'h! Neuze e tec'hot. Lavaret hoc'h eus: Pignat a raimp war gezeg-red skañv! Neuze ar re a redo war ho lerc'h a vo skañv.
Holl e vint mezhek en abeg d'ur bobl na servijo dezho da netra, na vo ket ur skoazell nag ur sikour, met a vo ur vezh hag un dismegañs evito.
Rak sikour an Ejipt ne vo nemet moged ha netra; setu perak em eus anvet kement-se: Trouz bras evit netra.
Ar bec'herien a zo spouronet e Sion, ar grenijenn he deus kroget ar re fall. Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant un tan loskus? Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant flammoù peurbadus?
Hag e teuas ar profed Izaia da gavout ar roue Ezekiaz, hag e lavaras dezhañ: Petra o deus lavaret an dud-se? A-belec'h ez int deuet da'z kavout? Ezekiaz a respontas: Deuet int da'm c'havout eus ur vro bell, eus Babilon.
Setu perak emañ lec'h ar marv o ledanaat, digeriñ a ra e c'henoù hep muzul. O splannder, o engroez trouzus ha laouen a ziskenno ennañ.
Sevel a ra ur banniel etrezek ar broadoù pell, c'hwitellat a ra evit gervel anezho eus pennoù an douar, ha setu, buan ha prest e teuont.
Kempenn a ran a-enep dit distrujerien, pep hini gant e armoù, a droc'ho hag a daolo en tan an dibab eus da sedrez.
Ha te, an hini zistrujet, petra a ri? Petra bennak ma wiskez ruz-moug, ma en em ginklez gant bragerizoù aour, ma vordez da zaoulagad gant livadur, en aner eo en em gaeraez, da amourouzien a zispriz ac'hanout, da vuhez eo a glaskont.
Ar brofeded a brofed gevier, an aberzhourien a ren drezo, ha va fobl he deus kavet plijadur e kement-se. Petra a reot pa zeuio an diwezh?
Ha ne gastizin ket anezho evit an traoù-se, eme an AOTROU, ha n'en em veñjo ket va ene eus un hevelep broad?
Efraim a welas e gleñved ha Juda e c'houli; Efraim a yeas etrezek Asiria, kaset eo bet etrezek ar roue Jareb, met ne c'hello nag ho yac'haat nag ho tieubiñ eus ho kouli.
Deuet eo deizioù ar c'hastiz, deuet eo deizioù an daskor, Israel a anavezo kement-se. Ar profed a zo sod, an den a spered a zo diskiant, en abeg da vraster da zireizhder hag en abeg da'z kasoni vras.
evel un den a dec'h dirak ul leon hag a gav un arzh, hag a ya d'e di, a harp e zorn ouzh ar voger hag a zo flemmet gant un naer.
An hini gwellañ anezho a zo evel un drezenn, an hini eeunañ a zo gwashoc'h eget ur c'harzh-spern. Dont a ra an deiz diouganet gant da c'hedourien, deiz da gastiz, ha neuze e vint er vezh.
Nag o arc'hant nag o aour ne c'hellint o dieubiñ en deiz kounnar an AOTROU, ha gant tan e warizi e vo kuzumet an douar holl. Rak dre un distruj leun ha trumm e skoio war holl dud an douar.
hag e tiskarint ac’hanout, te ha da vugale a zo en da greiz. Ne lezint ket maen war vaen abalamour na’c’h eus ket anavezet an amzer ma’z out bet gweladennet.
An AOTROU a lakaio da sevel a-enep dit eus pell, eus pennoù an douar, ur bobl a nijo avel an erer, ur bobl na gompreni ket he yezh,
oc’h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Zoue e deiz ar weladenn, o welout hoc’h oberoù mat e-lec’h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec’h torfedourien.