Sant Ian 6:69 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha ni hon eus kredet hag hon eus anavezet ez out ar C’hrist, Mab an Doue bev. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ha ni hon euz credet, hag hon euz anavezet ez oud ar C’hrist, Mab an Doue beo. |
o lavarout: Ah! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c’holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue.
Eñ a lavaras dezho: Ha c’hwi, piv a lavarit ez on? Pêr a respontas dezhañ: Te eo ar C’hrist.
An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed.
Eñ a gavas da gentañ e vreur e-unan, Simon, hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus ar Mesiaz, da lavarout eo ar C’hrist.
perak e lavarit e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue?
Hi a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, me a gred ez out ar C’hrist, Mab Doue a dlee dont er bed.
met an traoù-mañ a zo skrivet evit ma kredot penaos Jezuz a zo ar C’hrist, Mab Doue, hag o krediñ ma ho po ar vuhez en e anv.
Evel ma’z aent dre an hent, ec’h errujont e-lec’h ma oa dour, hag an eunuk a lavaras: Setu dour, petra a vir na vefen badezet?
betek ma vimp holl deuet d’an unvaniezh er feiz hag en anaoudegezh Mab Doue, da stad an den peurc’hraet da vuzul ar vent peurvat eus Krist,
Ni hon eus anavezet ha kredet er garantez en deus Doue evidomp. Doue a zo karantez, hag an hini a chom er garantez a chom e Doue ha Doue ennañ.
Piv bennak a gred ez eo Jezuz ar C’hrist a zo ganet a Zoue, ha piv bennak a gar an hini en deus e c’hanet, a gar ivez an hini a zo ganet anezhañ.
Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.