Sant Ian 14:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met evit ma’c’h anavezo ar bed e karan an Tad hag e ran ar pezh en deus an Tad gourc’hemennet din, savit, deomp ac’hann. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes evit ma c’hanavezo ar bed e karan an Tad, hag e ran ar pez a zo bet gourc’hemenet d’in gant an Tad, savit, ha deomp ac’halen. |
An Aotrou AOTROU en deus digoret va skouarn, ha ne'm eus ket enebet, ne'm eus ket kilet en a-dreñv.
O vont un tamm a-raokoc’h, en em daolas war e c’henoù d’an douar hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma pellaio an hanaf-se diouzhin mar gell-se bezañ! Koulskoude, n’eo ket evel ma fell din, met evel ma fell dit.
Met dleout a ran bezañ badezet eus ur vadeziant, ha pegement em eus mall ma vo peurc’hraet!
Den ne lam anezhi diganin, me a lez anezhi ac’hanon va-unan. Ar galloud am eus d’he lezel hag ar galloud d’hec’h adkemer, an urzh-se am eus bet digant va Zad.
Bremañ va ene a zo trubuilhet. Ha petra a lavarin? Tad, savete ac’hanon eus an eur-mañ? Met evit kement-se eo ez on deuet en eur-mañ.
Rak n’eo ket ac’hanon va-unan em eus komzet, met an Tad en deus va c’haset, en deus gourc’hemennet din ar pezh a dleen lavarout ha prezeg.
A-raok gouel ar Pask, Jezuz, oc’h anavezout e oa deuet e eur evit tremen eus ar bed-mañ d’an Tad, goude bezañ karet e re a oa er bed, o c’haras betek an diwezh.
Neuze Jezuz a lavaras da Bêr: Laka da gleze en e c’houin. Ha n’evin ket an hanaf en deus an Tad roet din?
Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c’haset ha peurober e oberenn.
hag, o vezañ kemeret stumm un den, eo en em izelaet e-unan, oc’h en em ober sentus betek ar marv, zoken betek ar marv war ar groaz.