Doue a welas kement en doa graet ha setu, e oa mat-meurbet. Hag un abardaez, hag ur beure, a voe ar c'hwec'hvet deiz.
Hebreed 4:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evidomp-ni hon eus kredet, ec’h antreomp en diskuizh, hervez ar pezh en deus lavaret: Evel ma em eus touet em c’hounnar, n’antreint ket em diskuizh. Koulskoude e oberoù a oa peurc’hraet abaoe krouidigezh ar bed. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Evidomp‐ni, pere hon euz credet, a antre er repos, hervez ma hen deuz lavaret: Dre‐ze em euz touet em c’holer, na antreint biken em repos! Koulskoude peur‐c’hreat e oa he œuvrou abaoe crouidigez ar bed; |
Doue a welas kement en doa graet ha setu, e oa mat-meurbet. Hag un abardaez, hag ur beure, a voe ar c'hwec'hvet deiz.
rak an AOTROU en deus graet e c'hwec'h devezh an neñvoù, an douar, ar mor ha kement a zo enno, hag a ziskuizhas d'ar seizhvet deiz, setu perak en deus benniget an AOTROU deiz ar sabad hag e santelaet.
Lavaret en devoa dezho: Amañ emañ an diskuizh, lezit da ziskuizhañ an hini a zo bec'hiet, amañ emañ an distan. Met n'eo ket bet fellet dezho selaou.
Evel-henn e komz an AOTROU: En em zalc'hit war an hentoù ha sellit, klaskit ar gwenodennoù a-wechall; int eo an hent mat ha kerzhit warnañ, hag e kavot diskuizh d'hoc'h eneoù. Met lavarout a reont: Ne gerzhimp ket warno.
Hag e pellain diouzh ho touez ar re zisent hag ar re en em sav a-enep din. O zennin diouzh ar vo emaint o chom, met ned aint ket war zouar Israel, hag e ouiot ez on me an AOTROU.
evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Digeriñ a rin va genoù gant parabolennoù, disklêriañ a rin traoù kuzhet abaoe krouidigezh ar bed.
Neuze ar Roue a lavaro d’ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c’hwi hag a zo benniget gant va Zad, bezit perc’henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc’h adalek krouidigezh ar bed.
Evel-se en deus hon dibabet ennañ, a-raok krouidigezh ar bed, evit ma vimp santel ha didamall dirazañ er garantez,
Rak deuet omp da vezañ lodennek e Krist, gant ma virimp start betek an diwezh hor fiziañs kentañ,
rak neuze en dije ranket gouzañv meur a wech abaoe krouidigezh ar bed, met bremañ, e diwezh ar c’hantvedoù, eo en em ziskouezet ur wech hepken evit dilemel ar pec’hed oc’h en em aberzhiñ e-unan.
raktonket dija a-raok krouidigezh ar bed, met diskuliet en amzerioù diwezhañ abalamour deoc’h,