Daouarn Zorobabel o deus soliet an ti-mañ, hag e zaouarn a echuo anezhañ, hag e ouezi ez on bet kaset davedoc'h gant AOTROU an armeoù.
Hebreed 3:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak kavet eo bet dellezek eus ur gloar dreist hini Moizez, dre ma’z eo brasoc’h enor an hini a sav an ti eget enor an ti e-unan. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, countet eo bet dign euz a eur gloar dreist hini Moises, evel ma’z eo brassoc’h henor an hini hen deuz savet an ti, eged hini an ti he‐unan. |
Daouarn Zorobabel o deus soliet an ti-mañ, hag e zaouarn a echuo anezhañ, hag e ouezi ez on bet kaset davedoc'h gant AOTROU an armeoù.
Ha me a lavar dit ivez penaos ez out Pêr, ha war ar roc’h-mañ e savin va Iliz, ha dorioù lec’h ar marv ne drec’hint ket anezhi.
Hogen ar ministrerezh a varv, hini al lizherennoù engravet war vein, a zo bet ken glorius ma ne c’helle ket mibien Israel sellout start ouzh dremm Moizez, abalamour da c’hloar e zremm, petra bennak ma tlee tremen,
Eñ eo penn ar c’horf, an Iliz, eñ eo ar penn-kentañ, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv, evit ma talc’ho ar renk kentañ e pep tra.
Met gwelout a reomp Jezuz kurunet gant gloar hag enor; graet eo bet un nebeud izeloc’h eget an aeled dre ar marv en deus gouzañvet, evit dre c’hras Doue ma anavezje ar marv evit an holl.
met Krist a zo bet lakaet evel Mab da vestr war e di, ha ni eo e di, gant ma virimp betek an diwezh ar fiziañs start hag an esperañs a dennomp gloar diouti.