Setu, Doue eo va silvidigezh. Fiziañs am bo ha ne'm bo ket aon, an AOTROU, an AOTROU, eo va nerzh ha va meuleudi, ha bet eo va Salver.
Hebreed 2:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned penaos e c’hellimp tec’hout kuit mar dilezomp ur silvidigezh ken bras, a zo bet prezeget da gentañ gant an Aotrou, a zo bet roet deomp evel gwirion gant ar re o deus e glevet, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) penaos ec’h hellimpni tec’hel, mar neglijomp eur zilvidigez ker braz, pehini, o veza bet annonset da genta gant an Aotrou, a zo bet confirmet deomp gant ar re ho deuz klevet anezhan, |
Setu, Doue eo va silvidigezh. Fiziañs am bo ha ne'm bo ket aon, an AOTROU, an AOTROU, eo va nerzh ha va meuleudi, ha bet eo va Salver.
Ar re a zo o chom en tu-mañ d'an harz a lavaro en deiz-se: Setu ar pezh eo deuet da vezañ hon esperañs, a redemp daveti da glask sikour evit bezañ dieubet diouzh roue Asiria! Penaos e tec'himp-ni?
Tost emañ va reizhder, erru eo va silvidigezh, ha va divrec'h a varno ar pobloù. An inizi a vo en gortoz ac'hanon, hag a fizio em brec'h.
rak ar preñved o debro evel un dilhad, hag ar gaozan o debro evel gloan. Met va reizhder a bado da viken, ha va silvidigezh a oad da oad.
Setu an AOTROU a laka da glevout betek pennoù an douar: Lavarit da verc'h Sion: Setu ma teu da silvidigezh, emañ he gopr ganti, hag hec'h oberenn dirazi.
Met hemañ a zo en em savet a-enep dezhañ o kas kannaded d'an Ejipt, evit ma vefe roet dezhañ kezeg hag un niver bras a dud. Hag e raio berzh? Hag en em saveteo an hini a ra hevelep traoù? Torret en deus an emglev, hag e tec'hfe kuit?
Disprizet en deus al le ha torret an emglev. Ha setu, goude bezañ roet e zorn, an holl draoù-se en deus graet: n'en em saveteo ket.
Adalek neuze Jezuz en em lakaas da brezeg ha da lavarout: Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.
Goude ma voe bet lakaet Yann er prizon, Jezuz a zeuas e Galilea, o prezeg Aviel rouantelezh Doue
hervez m’o deus degaset deomp ar re o deus o gwelet adalek ar penn-kentañ hag a zo bet ministred ar ger,
Eñ a lavaras dezho: Petra? Int a respontas dezhañ: Ar pezh a zo c’hoarvezet gant Jezuz a Nazared, ur profed galloudek en oberoù hag e komzoù dirak Doue ha dirak an holl bobl,
adalek badeziant Yann betek an deiz ma’z eo bet savet diganeomp, e vefe unan a zeufe da vezañ test ganeomp eus e adsavidigezh a varv.
Tud eus Israel, klevit ar gerioù-mañ! Jezuz a Nazared, an den-se aprouet gant Doue en ho touez dre an oberoù a c’halloud, ar burzhudoù hag ar sinoù en deus graet Doue drezañ e-kreiz ac’hanoc’h, evel ma ouzoc’h hoc’h-unan,
N’eus silvidigezh en hini all ebet, rak n’eus dindan an neñv anv all ebet a vefe bet roet e-touez an dud, a dlefemp bezañ salvet drezañ.
Ha te a soñj dit eta, o den hag a varn ar re a ra ar seurt traoù-se hag o gra da-unan, e c’helli tec’hout diouzh barnedigezh Doue?
Rak evel ma n’en deus ket ar bed, dre ar furnez-se, anavezet Doue e furnez Doue, ez eo bet plijet gant Doue salviñ ar gredourien dre follentez ar prezeg.
Rak pa lavarint: Peoc’h ha surentez! neuze un distruj buan a zeuio warno, evel ma c’hoarvez ar gwentloù gant ur wreg a zo brazez, ha ne dec’hint ket.
Ar ger-mañ a zo asur ha dellezek a bep fiziañs: Jezuz-Krist a zo deuet er bed evit salviñ ar bec’herien, ez on-me ar c’hentañ anezho.
Doue, goude bezañ gwechall komzet d’hon tadoù meur a wech hag e meur a zoare dre ar brofeded,
Ha n’int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?
en deus komzet ouzhimp en amzer diwezhañ-mañ dre e Vab, a zo bet lakaet gantañ da heritour war an holl draoù, drezañ ivez en deus krouet ar bed.
Lakait evezh na zisprizfec’h an hini a gomz ouzhoc’h, rak ma ne dec’has ket ar re a zisprizas an hini a alie anezho war an douar, pegen diaesoc’h c’hoazh e vo deomp tec’hout mar troomp kein d’an hini a gomz deomp eus an neñvoù,
Hor bezet aon eta, pa’z eo bet lezet ganeomp ur bromesa d’antreal en e ziskuizh, n’en defe unan bennak ac’hanoc’h diskouezet bezañ he dilezet.
En em akedomp eta da antreal en diskuizh-se, gant aon na gouezhfe unan bennak en un hevelep diskredoni.
Bet lakaet da vezañ peurvat, eo deuet da vezañ an oberour eus ur silvidigezh peurbadus evit ar re holl a sent outañ,
en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec’hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec’hed d’ar re en gortoz evit ar silvidigezh.
Ar pezh a oa adalek ar penn-kentañ, ar pezh hon eus klevet, ar pezh hon eus gwelet gant hon daoulagad, ar pezh hon eus sellet outañ hag o deus hon daouarn stoket ennañ, diwar-benn ar Ger a vuhez,
Met c’hwi, re garet-mat, ho pet soñj eus an traoù a zo bet rak-lavaret gant ebestel hon Aotrou Jezuz-Krist.
Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Ar silvidigezh a zo d’hon Doue a zo azezet war an tron ha d’an Oan.