Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Rak redek a rit dre ar mor hag an douar evit ober ur prozelit, ha pa hoc’h eus e c’hounezet, e rit anezhañ ur mab eus ar gehenn div wech gwashoc’h egedoc’h.
Galated 6:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak an amdroc’hidi o-unan ne viront ket al lezenn, met fellout a ra dezho e viot amdroc’het evit kavout gloar en ho kig. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag ar re circonciset ho‐unan na viront ket al lezen; mes c’hoant ho deuz e vec’h circonciset, evit galloud en em c’hlorifia ho‐unan en ho kig. |
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Rak redek a rit dre ar mor hag an douar evit ober ur prozelit, ha pa hoc’h eus e c’hounezet, e rit anezhañ ur mab eus ar gehenn div wech gwashoc’h egedoc’h.
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned ha war ar c’houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag ar feiz. Ar re-se a oa an traoù a dleec’h d’ober, hep koulskoude dilezel ar re all.
Grit eta ha mirit kement a lavaront deoc’h da virout, met na rit ket hervez o oberoù. Rak e lavaront met ne reont ket.
N’eo ket mat tennañ gloar ac’hanoc’h. Ha n’ouzoc’h ket penaos un nebeudig goell a laka an holl doaz da c’hoiñ?
Rak ni a zo an amdroc’hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c’hig,
o prometiñ dezho al librentez, petra bennak ma’z int o-unan sklavourien eus ar vreinadurezh, rak dont a ra pep hini da vezañ sklavour eus ar pezh a zo trec’h warnañ.