Met pa vi pedet, kae d’en em lakaat er plas diwezhañ, abalamour pa zeuio an hini en devo da bedet, e lavaro dit: Mignon, pign uheloc’h. Neuze e vi enoret dirak ar re a vo ouzh taol ganit.
Galated 5:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Na glaskomp ket ur gloar aner, oc’h en em vroudañ an eil egile hag o kaout avi an eil ouzh egile. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Diwallomp da glask ar gloar vên, an eil o klask beza treac’h var egile, hag o veza leun a anvi an eil e‐kenver egile. |
Met pa vi pedet, kae d’en em lakaat er plas diwezhañ, abalamour pa zeuio an hini en devo da bedet, e lavaro dit: Mignon, pign uheloc’h. Neuze e vi enoret dirak ar re a vo ouzh taol ganit.
Met mar en em dagit ha mar en em zebrit an eil egile, lakait evezh na vefec’h distrujet an eil gant egile.
Anavezout mat a rit ivez, c’hwi Filipiz, penaos e penn-kentañ an Aviel pa’z on aet kuit eus Makedonia, Iliz ebet n’he deus roet din ha ne’m eus resevet digant hini ebet, nemet diganeoc’h,
En hevelep doare, tud yaouank, sentit ouzh an henaourien. En em wiskit a izelegezh, o plegañ holl an eil d’egile, rak: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.