An AOTROU a lavaras: Va Spered ne stourmo ket da viken gant an den rak n'eo nemet kig; e zeizioù a vo kant ugent vloaz.
Galated 5:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak ar c’hig en deus c’hoantoù a-enep ar Spered, hag ar Spered en deus re a-enep ar c’hig, an daou a zo kontrol an eil d’egile en hevelep doare ma ne rit ket an traoù a fellfe deoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag ar c’hig hen deuz c’hoantaennou control d’ar Spered, hag ar Spered, hen deuz ive control d’ar c’hig, hag an eil a stourm euz egile; en hevelep doare na rit ket an traou a fellfe deoc’h da ober. |
An AOTROU a lavaras: Va Spered ne stourmo ket da viken gant an den rak n'eo nemet kig; e zeizioù a vo kant ugent vloaz.
Taol evezh penaos e karan da gemennadurioù, AOTROU, gra din advevañ hervez da vadelezh.
Dianket on evel un dañvad kollet: klask da servijer, rak ne'm eus ket ankounac'haet da c'hourc'hemennoù.
Neuze em eus lavaret: Gwalleur din! Kollet on! Rak un den dic'hlan e vuzelloù ez on, hag emaon o chom e-kreiz ur bobl dic'hlan o muzelloù, ha va daoulagad o deus gwelet ar Roue, AOTROU an armeoù.
Jezuz, oc’h adkemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Eürus out, Simon mab Jona, rak n’eo ket ar c’hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-mañ dit, met va Zad a zo en neñvoù.
Met eñ, o tistreiñ, a lavaras da Bêr: A-dreñv din, Satan! Ur wallskouer out din, rak da soñjezonoù n’emaint ket hervez an traoù a sell ouzh Doue, met hervez an traoù a sell ouzh an dud.
Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur, ar spered a zo buan met ar c’hig a zo dinerzh.
Lavarout a reas dezhañ: Aotrou, me a zo prest da vont ganit ha d’ar prizon ha d’ar marv.
hag e lavaras dezho: Perak e kouskit? Savit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur.
Ar pezh a zo ganet eus ar c’hig a zo kig, ar pezh a zo ganet eus ar Spered a zo spered.
Rak mar bevit hervez ar c’hig, e varvot, met mar lakait dre ar Spered oberoù ar c’horf da vervel, e vevot.
Ha bez’ emañ eta al lezenn a-enep promesaoù Doue? N’eo ket! Ma vije bet roet ul lezenn hag a c’hellje reiñ ar vuhez, ar reizhder a zeuje e gwirionez eus al lezenn.
Strebotiñ a reomp holl e meur a dra. Ma ez eus unan bennak ha ne strebot ket pa gomz, un den peurvat eo, un den a c’hell mestroniañ ivez e gorf a-bezh.