Galated 4:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha petra a lavar ar Skritur? Kas kuit ar sklavourez hag he mab, rak mab ar sklavourez n’en devo ket e hêrezh gant mab ar wreg frank. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes petra a lavar a Scritur? Kas kuit ar plac’h esclav hag he mab; rag mab ar plac’h esclav na herito ket assambles gant mab ar vreg‐libr. |
Doue n’en deus ket taolet kuit e bobl anavezet a-ziagent gantañ. Ha n’ouzoc’h ket ar pezh a lavar ar Skritur diwar-benn Elia, penaos en em glemmas da Zoue a-enep Israel?
Rak petra a lavar ar Skritur? Abraham a gredas Doue ha kement-se a voe kontet dezhañ da reizhder.
Met ar Skritur he deus serret pep tra dindan ar pec’hed, evit ma vije roet ar bromesa dre ar feiz eus Jezuz-Krist d’ar re a gred.
Ar Skritur, o rakwelout e reishaje Doue ar baganed dre ar feiz, he deus kemennet diagent an Aviel da Abraham, o lavarout: An holl vroadoù a vo benniget ennout!
Rak skrivet eo en deus bet Abraham daou vab, unan eus ar sklavourez hag unan eus ar wreg frank.
Ha soñjal a rit e lavar ar Skritur en aner penaos: ar Spered a chom ennomp en deus c’hoantoù a zoug d’ar warizi?