Galated 4:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag evel ma oa neuze heskinet an hini a oa bet ganet hervez ar Spered gant an hini a oa bet ganet hervez ar c’hig, evel-se emañ ivez bremañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes evel ma c’hoarvezaz neuze, ma teuaz an hini a oa ganet hervez ar c’hig da bersecuti an hini a oa ganet hervez ar Spered, evel‐se e c’hoarvez breman. |
Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c’hell ket mont e rouantelezh Doue.
N’eus ken eta bremañ kondaonidigezh ebet evit ar re a zo e Jezuz-Krist, ar re a gerzh nann hervez ar c’hig met hervez ar spered.
Rak mar bevit hervez ar c’hig, e varvot, met mar lakait dre ar Spered oberoù ar c’horf da vervel, e vevot.
Met hini ar sklavourez a voe ganet hervez ar c’hig, hini ar wreg frank a voe ganet dre ar bromesa.
Evidon-me, breudeur, mar prezegan an amdroc’h, perak ez on c’hoazh heskinet? Neuze ar maen-kouezh eus ar groaz a vefe aet da netra.